Dindan skeudenn ar roue Gralon, uhelbintet etre an daou dour met ivez rag-eeun a-us skeudenn an dug e-unan, pell en traoñ ouzh ar porched (n'emañ ket mui ar skeudenn diwezhañ-mañ da vezañ gwelet), e oa enskrivet kement-mañ : "Evel ma roas impalaer Konstantin d'ar pab e zouar, heñvel doare e roas an douar-mañ da Gaourantin Gralon, roue kristen Bretoned Arvorig.
Ouzhpenn m'en em lakae dre-se Yann diskennad da C'hralon ec'h embanne ivez e oa koshoc'h rouantelezh Breizh eget hini ar Franked, eeun d'ar mare ma oa an dugelezh o tont a zindan dalc'h ar C'hallaoued.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gramadeg