Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Startijenn virvidik, aket, fiziañs ha dalc'husted en e oberoù. Kaout gred. Un den leun a c'hred. Labourat gant gred, gant gred bras. Redek gant gred war-lerc'h an enorioù. Reiñ gred d'an dud : o c'hennerzhañ. HS. albac'henn. & (impl. da anv unan) Doare gred. Start eo chom bepred gant ur gred birvidik evit ar pezh a zifenner.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

P'edon o klask dalc'hmat gant gred Kas an erv da benn a-zevri, Akademi Vreizh zo savet ; Savet hon Akademi 'Vit brud vat hon yezhig karet. Deoc'h-hu, kenvreudeur enoret, E ouestlañ ivez 'vel eo dleet, Ober Mestr Yann ha ma hini.

1914
Daveenn : M. pennad dediañ

Int-i eo, dre o nerzh-kalon, o lealded, o gred, dre zoujañ al Lezenn, karout al Lezenn, meizañ al Lezenn, a zalc’h hor Gouenn bev-buhezek a-dreuz da oadvezhioù ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.81

"gred" g.

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Zèle".

gred

1931
Daveenn : VALL pg ardeur (au fig.)

Doue d'ho pennigo, c'hwi aotrou maer, / P'hoc'h eus, gant gred, hon difennet ken taer. / El lezenn, avat, ' c'houzomp petra 'zo, / Met grit, oc'h he lenn, ho tlead a-fo.

1960
Daveenn : PETO p15

Gant morc'hed d'ho puhez nammet, / 'Vit bezañ a wall disammet, / A galon wir, pedit gant gred / Da gaout trugarez Mestr ar Bed.

1960
Daveenn : PETO p53

Kement keloù a zegouezhe eus Frankfurt a gadarnae ar santimant-se ha Rubehn hag a oa bet techet da gentañ da gemer gred Melanie evit ur froudenn dibad a rankas ivez heuliañ he skouer.

2012
Daveenn : ADULT p. 221

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial