Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Tennañ e chadennoù (digant ub.). Dichadennet e vo ar brizonidi. Roet en deus urzh da zichadennañ o zad. DHS. dieren, diliammañ, distagañ. 2. Distagañ (ul loen bnk.) diouzh e chadenn. Dichadennañ ar c'hi. DHS. dieren, diliammañ. 3. Dre skeud. Bezañ kaoz (d'udb.) da c'hoarvezout en un doare diroll. Dichadennañ an avel foll. Dichadennañ en e enep kounnar ar veleien. 4. Trl. Dichadennañ e deod a-enep ub. : klask noazout d'ub. en ur e zispenn en un doare diroll. II. V.g. 1. Dirollañ. An avel a zichadennas en un taol. 2. (db. ar chas) Terriñ e chadenn. 3. (db. chadenn ar marc'hoù-houarn) Mont eus al lec'h ma tle bezañ. III. V. em. EN EM ZICHADENNAÑ. 1. Lemel ar chadennoù eur ereet ganto. Biken ne c'hallje en em zichadennañ. 2. Dre skeud. En em zichadennañ a-enep ub., udb. : fuloriñ taer en e enep. DHS. brizhañ.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

dichadennañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg deschainer

dichadennañ

1732
Daveenn : GReg pg dechainer (ôter la chaîne)

em dichadennañ a-enep ur re

1732
Daveenn : GReg pg (se) dechaîner (contre quelqu'un)

em dichadennañ

1732
Daveenn : GReg pg (se) dechaîner (rompre sa chaîne)

dichadennañ e deod a-enep ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg (se) dechaîner (contre quelqu'un)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial