1. Toull bras naturel er garreg (ouzh tor ur menez, un tornaod, h.a.).
Ur groc'h ouzh tostal ar menez. En em dennañ en ur groc'h bennak da c'hortoz ar marv.
HS. kavarn, kev, mougev.
2. Goudorenn e stumm ur c'hev savet gant ub. en ul liorzh.
Ur groc'h graet gant krogennoù.
3. Dre skeud.
Lec'h ma teu tud fall da c'houdoriñ pe da vodañ.
Ma zi zo ul lec'h a bedenn ha c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur groc'h laeron.