Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1659, 1850, 1943, 1985] Mein vunut pe vunutoc'h diwar krignerezh ar glav, an avel, an dour-mor, h.a. Dour o virvilhañ war grouan an naozioù. Grouan e rank ar yer debriñ evit kaout danvez klor d'o vioù. HS. grell, gozol. & Maen-grouan : greunit. Un ti bras, savet gant maen-grouan. HS. maen-greun. 2. Mein bet bruzunet evit goleiñ tachadoù-douar. Ar c'harr-tan a skrijas o treiñ war ar grouan. Un alez goloet gant grouan ruz. 3. MEZEG. (impl. da anv hollek) Kaledadoù el lounezhi pe er c'hwezigell. Ul louzoù mat ho po evit ar maen, ar grouan en troazh.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

grouanenn

1499
Daveenn : LVBCA p88 (arene)

grouan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg arene

grouan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg grauier

grouan

1732
Daveenn : GReg pg gréve (gravier, p.)

grouanenn

1732
Daveenn : GReg pg gréve (gravier)

grouan

1732
Daveenn : GReg pg gravier (gros sable de mer, où de riviere.)

grouanenn

1732
Daveenn : GReg pg gravier (Grain de gravier.)

grouan

1732
Daveenn : GReg pg gravier (Grain de gravier, p.)

grouan

1850
Daveenn : GON.II pg groan (voyez "grouan"), grouan (gravier, gros sable. hors de Léon "groan").

grouan

1850
Daveenn : GON.II pg groan, grouan (gravier, gros sable), grôzol, grôzel, méan (-grouan), tréaz

Ur c'hrouanenn a zo em botez.

1850
Daveenn : GON.II pg grouan (il y a un grain de gravier dans mon soulier).

Ar grouan a ve mat en douar-se.

1850
Daveenn : GON.II pg grouan (le gravier serait bon dans cette terre).

maen-grouan

1850
Daveenn : GON.II pg méan (-grouan)

Rec'hier ez eus er foz e-tal ar Minou bihan (45m.), ha grouan pe draezh pelloc'h diouzh tu ar Mervent en draonienn veuzet e-tal "La Parquette" [...].

1943
Daveenn : TNKN p24

Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Ar re all-se war ar grouan a zo re ar marmouz-meur, an aotrou Gorilh e-unan ; ar roudenn ledan-se war an traezh a zo hent un itron all mentet mat, an naer-buton, a vez graet anezhi "boa" gant tud wenn ar vro.

1985
Daveenn : DGBD p61

Daoust d'ar grouan bet strewet warnañ ne baoueze ket ar merc'hed da riklañ ha da begañ an eil ouzh ar re all evel mezvierezed.

2023
Daveenn : DREAM p. 116

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial