Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh koad bourellet a lakaer en-dro da c'houzoug ar c'hezeg ha ma stager ar sugelloù. Lakaat ar gwakol en-dro d'ar bruched. 2. PEMDEZ, dre ast. Termen a implijer da sevel troioù-lavar a denn d'al labour a vez sevenet gant an dud. & Trl. Bezañ er wakol : bezañ e-kreiz al labour, bezañ o labourat ervat. Er wakol emañ. & Trl. Dont e wakol gant ub. : dont da labourat (start). Deuet eo da wakol ganit ? 3. Dre fent, kozh Pezh metal a wareze ar gouzoug e dilhad ar soudard. Ur gwakol alaouret. 4. Bourledenn. HS. riz.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

gwakol

1499
Daveenn : LVBCA p89 (bourel)

gwakolioù

1732
Daveenn : GReg pg hausse-cou (par ironie, on dit : ——, p.)

gwakol

1732
Daveenn : GReg pg bourrelet (de chevaux de charrette, collier)

gwakolioù

1732
Daveenn : GReg pg bourrelet (de chevaux de charrette, collier)

gwakol

1732
Daveenn : GReg pg collier (de cheval)

gwakolioù

1732
Daveenn : GReg pg collier

gwakol

1732
Daveenn : GReg pg hausse-cou (par ironie, on dit : ——)

gwakolioù

1850
Daveenn : GON.II pg goakol, gwakol

gwakol

1850
Daveenn : GON.II pg goakol, gwakol, morgô

gwakol

1850
Daveenn : GON.II pg goakol, gwakol

gwakolioù

1850
Daveenn : GON.II pg goakol, gwakol

« Gorroit ar gwakolioù, / Ar stern hag ar sparloù. »

1867
Daveenn : MGK p44

Ober moan wadegenn ha bevañ en e roll, zo gwell 'get meurlarjez, ar c'houzoug [sic] er wakol.

1867
Daveenn : MGK p7

gwakol

1931
Daveenn : VALL pg bourrelet (collier de cheval)

gwakolioù

1931
Daveenn : VALL pg bourrelet (collier de cheval)

Notennoù studi

Vallée ha Roparz Hemon a ro an termen-mañ gourel da gentañ ha benel da eil. N'int ket bet heuliet gant geriadur an Here (2001). Benel e seblant ar ger-mañ bezañ peurliesañ. S.o. an termen "gwakel".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial