Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lakaat udb. e stad fall. Gwallgaset eo bet o lestr gant an amzer fall. 2. Mont feuls, ober vil d'ub. Drailhañ ha terriñ a raent, gwallgas an dud ha skeiñ warno. Emañ o wallgas e gorf gant al labour. HS. gwallaozañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

gwallgas

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwall (-gas)

gwallgaset

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwall-gas

O labourat evel mitizhien e tiez ar re a oa ruziet o daouarn dezho gant gwad o friedoù, sklavezed an dud o doa lazhet holl wazed o gouenn, sammet a labourioù garv, kannet, gwallgaset, ha ret dezho, war an holl, gouzañv briatadoù hag afadennoù o mistri, e weljont saotret enno o-unan digemmeskted hag uhelded ar Ouenn.

1923
Daveenn : SKET p.90

gwallgas

1923
Daveenn : SKET p.178, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Maltraiter".

E c’hoar hor gwallgas aliezik, ar Marv avat n’her gra nepred.

1924
Daveenn : SKET.II p.44

gwallgas

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXIV

Dezhañ pardon gant largentez / 'Vel ma pardon klok d'an hentez / Er gwallgasas gant kasoni / 'Vit kastizañ e viloni.

1960
Daveenn : PETO p83

Talvoudus e c'hall bezañ ivez evit prouiñ ez oc'h yac'h ha dibistig, ma soñj deoc'h e c'hallfec'h bezañ gwallgaset gant ar boliserien pa vefet dalc'het dindan evezh.

2015
Daveenn : DISENT p169

"Gwell eo d'ar gouarnamantoù gwallgas hor speredoù evit terriñ hor c'horfoù," a lâre Deuleuze.

2015
Daveenn : DISENT p14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial