N'en deus galloud ebet.
Dic'halloud eo bremañ ma'z eo klañv. Remedoù dic'halloud. Dic'halloud eo bet evit pouezañ war e imor fall.
ES. galloudek, galloudus.
Daveenn :
GON.II
pg dic'halloud (Sans pouvoir. Sans autorité. Sans crédit).
Dic'halloud eo bremañ.
Dic'halloud eo bréma.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dic'halloud (Il est sans autorité actuellement).
ned int ket gouest da ober an disterañ lizher, an aesañ bilhed, ne ouzont ket memes dre pe benn o c'homañs, ha dre-se dic'hallout d'o esplikañ da re all
ne dint ket gwest da ober an distera lizer, an essa billet, ne ouzont ket memez dre pe benn o c'houmans, a dre ze dic'halloud d'ho esplika da re-all
1865
Daveenn :
MBF.to
p. V.
En doare-se eo e lakeas naered Litavis diflach ha dic’halloud erevent ar stêr.
En doare-ze eo e lakeas naered Litavis diflach ha dic’halloud êrevent ar stêr.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.56
Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestroniañ ! Neb a anavez e namm, hag eñ dic’halloud d’en em zinammañ ha da wellaat, da betra ez eo mat ?
Mat en em anaout, eme an drouiz ; gwell avat en em vestronia ! Neb a anavez e namm, hag hen dic’halloud d’en em zinamma ha da wellaat, da betra ez eo mat ?
1924
Daveenn :
SKET.II
p.30
Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall./ Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud 'gavan direizh ha fall-put.
Gwir frankiz he deus ar bobl e Bro C'hall / Pa 'z eo dic'halloud an drubarded gall. / Ha ne vefes ket a-du gant seurt tud ? / Da salud ' gavan direiz ha fall-put.
1960
Daveenn :
PETO
p35
Fealded wir ma touont reizh / D'un urzh ken kriz, ken didalvoud, / Petra dizale ' vo e Breizh / Met kozh beleien dic'halloud ?
Fealded wir ma touont reiz / D'eun urz ken kriz, ken didalvoud, / Petra dizale ' vo e Breiz / Met koz beleien dic'halloud ?
1960
Daveenn :
PETO
p14
Un enebour all a zo, ha klask a reer sankañ anezhañ don-don en hor speredoù: ar santimant da vezañ dic'halloud...