Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Degouezh reuzus trumm ha dic'hortoz. Kollet en deus e vuhez en ur gwallzarvoud karr. Gwallc'hloazet eo bet en ur gwallzarvoud. Saotret e oa bet aodoù ar vro da heul ur gwallzarvoud mor. HS. gwalldaol, gwalldro. 2. Dre skeud. Degouezh mantrus. Ur gwallzarvoud a voe evitañ koll ar gweled.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

ur gwallzarvoud

1732
Daveenn : GReg pg accident

gwallzarvoud

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwall-zarvoud

ur gwallzarvoud a c'hoarvezas ganeomp

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwall(-zarvoud)

gwallzarvoud

1931
Daveenn : VALL pg accident (malheureux)

Un den saouzanet ne oar ket ken e pelec'h emañ, dindan levezon ur gwallzarvoud c'hoarvezet gantañ pe un hunvre deut da douellañ e spered.

1960
Daveenn : PETO p87

Menegomp c'hoazh, evit al lennerien n'o dije ket gwall soñj ken e oa [bet] ur gwallzarvoud e kreizenn nukleel Three Miles Island, e miz Meurzh 1979.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Hennezh a zo unan eus ar gwallzarvoudoù a c'hell c'hoarvezout an aliesañ er vro-se.

1985
Daveenn : DGBD p111

Klask a ran ez kalonek ober un nebeud ensinkladoù kentraouer-startijenn din-me gant an arguzenn e c'hell en em gavout unan marv war lec'hienn henoniel Kerameikos da-heul ur gwallzarvoud pe ul lamm-kalon ha n'eo ket dre ret peogwir ez eo bet drouklazhet.

2015
Daveenn : EHPEA p32

[Oberoù difeuls all evel] hent-tro Pariz stanket gant ekologourien, hentoù all stanket evit ober van da bleustriñ da geñver ur gwallzarvoud nukleel [...]

2015
Daveenn : DISENT p155

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial