I.
H.g.
A.
1. Pezh a warant e vo paeet un dle d'ar c'hredour.
An hini a brest hep gwarant. Gwarant en arc'hant. Gwarant kengret.
2. Promesa a ra gwerzher, kenderc'her ur mad bnk. d'e zresañ pe d'e erlec'hiañ evit netra ma c'hoarvez gantañ bezañ siek e-kerzh ur prantad resis.
Ur bloavezh gwarant hoc'h eus. Bezañ dindan warant, e-maez gwarant.
B. KOZH
1. Gwarez.
Roit dimp gwarant.
HS. goudor.
2. Surentez, fiziañs.
M'en lavar gant gwarant.
II.
G.
1. Gouestl (I 1), tra a warant e vo doujet d'un dlead.
Alies e vez goulennet gwarantoù digant an amprester. Arc'hiñ gwarantoù. Diskouez an holl warantoù.
2. Trl.
Dont e gwarantoù ub. : dont davetañ.
Tec'h alese raktal, na zeu ket em gwarant. Ne c'houlennan e nep giz e teufec'h em gwarantoù.
III.
Ag.
Gwarezet.
Evel m'emañ gronnet ha gwarant Jeruzalem gant menezioù.