Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) 1. Zo ub. ouzh e waskañ. Sikour ar re wasket. [1923] Skorit an intañvezed, an emzivaded, ar re wasket ! 2. Zo gwask war e spered, e galon. Ur spered gwasket a hiraezh. 3. Zo mouget, o c'houzañv poanioù kriz gant ur c'hleñved. Bezañ gwasket da vat. 4. Trl. Bezañ gwasket en ul lec'h bnk. : na gaout e hed hag e led ennañ. Gwasket e vezer amañ. II. (db. an traoù) Zo bet ub. ouzh e waskañ. Dilhad gwasket, dizouret ha sec'het.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

gwasket

1499
Daveenn : LVBCA p89 (destrains)

gwasket

1659
Daveenn : LDJM.1 pg presser

ur sinifiañs gwasket

1732
Daveenn : GReg pg forcer (Un sens forcé, un sens qui n'est pas naturel.)

lezel ur serten spas, ar gwin e-barzh ar bailh, goude e vezañ gwasket

1732
Daveenn : GReg pg cuver (laisser du vin foulé, quelque temps dans la cuve)

ur vis gwasket em eus prenet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg vîs

Tri dlead : Difenn ar Ouenn, Darnaouiñ pep gouiziegezh, Kennerzhiñ ar re wasket.

1909
Daveenn : REZI p.28

Sellet a reomp Breizh, nann evel ur rann eus Bro-C'hall, mes evel ur VRO-VAMM, gwasket ha muntret evel ar Pologn hag an Iwerzhon, hag o viret, daoust da se, ur spered vro, krenn dioutañ e-unan.

1911
Daveenn : PSEP p V

Doujit an doueed ha beleien an doueed, ha santualoù an doueed ; azaouezit ar gozhidi ; bezit trugarezus ha gwarezus d’ar merc’hed ha d’ar vugale ; skorit an intañvezed, an emzivaded, ar re wasket !

1923
Daveenn : SKET p.51

diselaou (lezel) klemm ar re wasket

1923
Daveenn : SKET p.172, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Laisser sans l’entendre la plainte des opprimés".

Diselaou n’em eus lezet biskoazh klemm ar re wasket.

1923
Daveenn : SKET p.71

Jojo hag ar Paotr-Ruz, daou daskagner ma oa, kouezhet o re en o foull, gwasket o imor, a falvezas dezhe tennañ Bilzig hag e laz diwar o zron.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

"Difronkañ" [zo] bezañ gwasket en e vruched p'en devez echu un den gouelañ pe sklankat.

1960
Daveenn : PETO p87

E strad ken du [e] reuz ma anken, / Pa gresk er gwez delioù glas-dour, / Pa vouskan koulmed ar stankenn / D'o fared kuñv o grougous flour, / E vez bepred gwan ha gwasket / Ha mantret-holl ma c'halon baour.

1960
Daveenn : PETO p55

Kounnar ruz o welet mogerioù sal Aoregan goloet a skritelloù gallek o c'houl ur statud evit ar brezhoneg. N'eo ket e yezh ar gwasker e vo saveteet yezh ar re wasket.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Gwasket e oa un tammig va c'halon em c'hreiz : edon o kuitaat ar vro d'ur mare ma oa bet ur blijadur evidon tremen e Roazon pemp miz kentañ ar bloaz-se ; evel skiantour, evel broadelour, hag evel mignon, o devoa ar mizvezhioù-se degaset din levenezioù a-leizh.

1985
Daveenn : DGBD p9

[...] mibien ha merc'hed tud divroet, breudeur ha c'hoarezed pobloù trevadennet, maouezed gwasket gant ar wazed, heñvelreizhidi a vez miret oute c'hoazh a choaz o reizhelezh hag o c'harantez?

2015
Daveenn : DISENT p11

Ha gwir eo n'eo ket aes en em reiñ da gousket na dihuniñ pa vez an den gwasket-diwasket gant hurlink ar froud dirazañ hag an islonk a-dreñv dezhañ.

2015
Daveenn : EHPEA p202

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial