Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. Lakaat ul lec'h en ur gwall stad dre zispenn kement zo ennañ. Gwastet eo bet ar vro. Gwastet e vo an ed gant ar barr-avel. Gwastañ dre an tan hag ar c'hleze. HS. drastañ. II. V.g. Mont da fall, da goll. Gwastañ a ra e stad.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

gwastañ

1499
Daveenn : LVBCA p89 (degaster)

gwastañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg corrompre, dechoir, degater, demolir

gwastet

1732
Daveenn : GReg pg abatardir, altérer, corrompre (alterer la nature de quelque chose, la gâter), (tomber en) decadence, (faire du) degât, depraver (corrompre le goût, les moeurs, ou la doctrine), desoler (ravager), detruire (ravager), dissiper (consumer, détruire une chose), fourrager (Fourrager, piller un païs, pp.), gâter (ruiner, détruire, pp.)

gwastañ

1732
Daveenn : GReg pg abatardir, altérer, corrompre (alterer la nature de quelque chose, la gâter), (tomber en) decadence, (faire du) degât, depraver (corrompre le goût, les moeurs, ou la doctrine), desoler (ravager), detruire (ravager), dissiper (consumer, détruire une chose), fourrager (Fourrager, piller un païs.), gâter (ruiner, détruire)

gwastiñ

1732
Daveenn : GReg pg abatardir, altérer, corrompre (alterer la nature de quelque chose, la gâter), (tomber en) decadence, (faire du) degât, depraver (corrompre le goût, les moeurs, ou la doctrine), desoler (ravager), dissiper (consumer, détruire une chose), gâter (ruiner, détruire, Van.)

Ar stad eus a gement tra a zo dindan an neñv, eo bezañ sujet da cheñch, da wastañ ha da vont da goll.

1732
Daveenn : GReg pg (la) condition (des choses créées, est d'être sujetes au changement, à la corruption)

gwastet

1732
Daveenn : GReg pg (tomber en) decadence

Gwastet eo holl ar vro gant ar soudarded.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Les soldats ont gâté tout le Pais.)

gwastet

1850
Daveenn : GON.II pg gwasta (Gâter. Faire du dégât. Perdre. Détruire. Ravager. Ruiner. Corrompre. Infester. Exterminer. Dissiper. Désoler. - Interpoler, insérer des mots et des phrases dans un texte. Part.)

ar vro-se a zo bet gwastet gant al liñvadennoù

1850
Daveenn : GON.II pg livaden, liñvaden

Ar gêr o vezañ kemeret, ar vrezelidi a wastas pep tra.

1850
Daveenn : GON.II p.82, livre second, « La ville étant prise, les soldats pillèrent tout ».

Eno e voe gwasted ur rumm bras eus ar vrezelidi.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "Là fut détruite une grande partie des guerriers".

gwastañ

1850
Daveenn : GON.II pg dizalbadein, gwasta (Gâter. Faire du dégât. Perdre. Détruire. Ravager. Ruiner. Corrompre. Infester. Exterminer. Dissiper. Désoler. - Interpoler, insérer des mots et des phrases dans un texte).

Gwastet eo ar vro gant ar c'hazarc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg gwasta (Le pays est gâté, ruiné, ravagé par la grêle).

Un nebeud bloavezhioù goude-se, war roudoù ar varc’hadourien o heñche, e tigouezhas ar vrezelourien estren a beurwastas ar vro-Wenn oc’h ober enni a bep doare taolioù ferv.

1923
Daveenn : SKET p.86

Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigezh Keltos : An doue a reont anezhañ Herakles, hag hen e meur a geñver heñvel a-walc’h ouzh Teutatis ma c’hallfe bezañ an hevelep den, en dije ergerzhet gwechall an Europ war he hed, evit skarzhañ diouti an euzhadennoù, ar ramzed hag an dorfetourien ouzh he moustrañ hag he gwastañ.

1923
Daveenn : SKET p.32

An dreog hag ar mergl ra wastint da heizegoù, da winizhegoù, da edegoù, o peurgoll da holl drevadoù !

1923
Daveenn : SKET p.84

Eus al lec’h milliget-se, kent d’al lanv distreiñ da wastañ an aod-mor, o doa kemeret o nij teir alarc’hez, fromet ha nec’het-holl.

1923
Daveenn : SKET p.113

gwastañ

1931
Daveenn : VALL pg altérer (modifier, surtout en mal), (s')avarier

Diouzh an noz, en un darnaouenn / Eus hor bro, e c'halv ar gaouenn / Ar baotred vat da vont a-stroll / Ouzh enebourien fall ha foll / Deuet da waskañ feuls hor feiz / Ha, ken gwazh all, da wastañ Breizh.

1960
Daveenn : PETO p57-58

Ha da gomz a draoù ken garv, / Pa n'oc'h gwastet gant ar marv, / Emañ al lec'h hag ar mare ?

1960
Daveenn : PETO p64

Eno ivez e c'houzañvont gant digresk ar goproù, an ezfredadurioù, ar c'hrennadurioù. Met pa ouzer pegen difrom e talont ouzh kement-se! N'eo ket eveldomp, o wastañ hag o tistrujañ Atena peogwir ez a droug ennomp. Ar Saozon a ya droug enne ivez met ne reont ket seurt traoù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial