Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a ya davet ub. - en e di prl. - evit e blijadur pe dre sevended. Hor gweladenner n'eo ket chomet pell. Pedet en deus e weladennerien da chom gantañ da zebriñ. 2. Den a ya da welet lec'hioù, savadurioù heverk, istorel, h.a. (e-kerzh un droiad). Kalz gweladennerien zo bet er vro en hañv-mañ. DHS. tourist.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Pell e vez an abadenn o klask kregiñ ur wech deuet an noz ha degouezhet ar weladennourien eus ar c'hêrioù tostañ, e doare ma ne vez ket en he zan a-raok hanter-noz.

1985
Daveenn : DGBD p74

Koeñvet ha diskantet e oa al liv war an nor hep sonell na morzhol. Kloc'herion a repue er gognell, hag a skrabe sklosoù ouzh ar panelloù ; bugale a zalc'he o stal war an diri ; meur a skoliad o doa amprouet o c'hontilli war ar moulurennoù ; hag abaoe tost ur remziad ne oa deuet den ebet da skarzhañ ar weladennerion diseurt-se pe da ratreañ pezh o doa freuzet.

2012
Daveenn : DJHMH p11

War o menoz d'ar pep brasañ eus he gweladennerien ez eo sur a-walc'h iliz-veur Kemper ur meni pimpatrom eus ilizoù gotek ar Grennamzer.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Degemer a rae gweladennerion er pezh-mañ?

2015
Daveenn : EHPEA p50

Ma vez gouezet e c'hellfe nebeutaat ar weladennerion, en ur mare ma n'omp ket evit dioueriñ tourist ebet.

2015
Daveenn : EHPEA p183

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial