Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...
Siwazh, emaon o rambreal diwar-benn traoù tremenet ! aet eo da droadañ ar fererezed a rae war-dro ar c’hatiolennoù ; ne zichañs ken din parañ va selloù war vouchoueroù lirzhin gwech-all [gwechall] (1).
dichañs
Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dichañset