Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Karbed war rodoù stlejet gant ul loen (ul loen-kezeg prl.). Pignat a reas ar c'houer en e wetur. 2. Karr-tan. Prenet en deus ma amezeg ur wetur nevez. Chomet eo gouleier da wetur war enaou. & Dispred. Gwetur-dre-dan : karr-tan. 3. Gwetur an arched : ar c'harr-kañv. HS. karr.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

wetur

1659
Daveenn : LDJM.1 pg voiture

marc'h wetur

1732
Daveenn : GReg pg cheval (de voïturier)

A-boan m'hor boa karget hor c'horf ha prest da vont da gousket asambles en ur gwele-kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

Chomet eo an tren en e sav. Ar C’hernevad a glask ar wetur kentañ-klas, hag a zo o vont da bignat enni, pa zired eur c’homis ‘drek e gein : « Hola, hola, ma faotr, faziañ a rit. Aze ‘mañ ar c’hentañ klas.[…] ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

Dirak al lestr, ouzh hor gortoz, e oa Edmond Fournier d'Albe gant div wetur, unan evidomp hag eben evit hor pakadoù. Gweturioù Dublin, a zalc'h lec'h fiakroù Pariz ha Londrez, a zo fentus-kenañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.175

Kement-se holl a gase kuit an nec'hamant mes pa oa tremenet ar porrastell ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn, ha me da lavarout d'am mamm : — « Me ne chomin ket amañ... Deomp d'ar gêr war hor c'hiz ».

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Ar porzh a veze leun-kouch a gezeg hag a weturioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial