Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en ardivinkoù zo) Orjalenn rodellek pe lavnenn metal gwevn punet, a dalvez d'un ardivink da vont en-dro pa vez gwasket pe astennet. Gwinterell ur montr. Gwinterell ur c'hoariell. 2. Unan eus ar pezhioù metal rodellek a dalvez da souplaat matarasenn ur gwele, un azezenn, h.a. 3. [1985] Skor stign-distign ur c'harbed war ahel e rodoù. [1985] Er poulloù lagenn e oa bet stlapet keuneudennoù, ha se ne oa ket eus ar c'hentañ evit gwinterelloù ar c'harr. DHS. distroñser.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Falloc'h c'hoazh marteze e oa an hent, rak er poulloù lagenn e oa bet stlapet keuneudennoù a-dreuz hag a-hed evit reiñ un tamm font bennak dezho. Ha se ne oa ket eus ar c'hentañ evit gwinterelloù ar c'harr, anat eo, seul vui ma n'o devez ket ar vlenierien zu kalz a zoujañs evit ar mekanikoù a vez lakaet etre o daouarn ha ma lakaont tizh, par ma c'hallont, evel tud all.

1985
Daveenn : DGBD p82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial