Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar./Stn. (db. an dud hag o lavaroù) 1. Dezhañ doareoù diseven, re hardizh. Komzoù dichek an den-se ne blijont ket din. HS. divergont. ES. seven. 2. Dezhañ doareoù rok, taer. 3. Dezhañ doareoù leun a zismegañs, a fae, a lorc'hentez. Bezañ dichek en e gomzoù. Un den dichek-bras eo. HS. faeüs, otus, uhel. II. Adv. (db. an dud hag o lavaroù) En un doare uhel, rok, diardoù pe diseven. Respont ken dichek ha tra. Dantañ e deod a reas evit chom hep respont dichek. [1877] [...] ar C’hard nasional a Lesneven, a yoa ivez o armoù hag o fuzulioù ganto, a lavaras groñs ha dichek e tennjent didruez war ar soudarded, mac’h esajent ober an disterañ droug d’an Aotrou Feburier.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

dichek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dichec

Dichek en e gomzioù.

1732
Daveenn : GReg pg fier (hautain)

komzioù sec'h, disaour, divlas, dichek

1732
Daveenn : GReg pg (paroles) cruës

Un den dichek-bras eo.

1850
Daveenn : GON.II pg dichek (C'est un homme bien fier, bien arrogant).

dichek

1850
Daveenn : GON.II pg dichek (Fier. Hautin. Altier. Arrogant. Brutal. Brusque. Rude, en parlant des discours et de la parole de l'homme).

E wreg a zo dichek en he c'homzioù.

1850
Daveenn : GON.II pg dichek (Sa femme est brusque, rude dans ses discours).

Soudarded Canclaux ne ouient ket petra 'ganemp, mes o welet hon daoulagad entanet, hor bale dichek ha faeüs, e krogas un tamm aon enno.

1877
Daveenn : EKG.I. p.268

Komzoù ken dichek a zistanas penn an Tunk ; distreiñ a reas war-zu e soudarded, en u[l] lavaret : — Lezomp hemañ, ar penn-beuz diskiant-mañ, en e di [...]

1877
Daveenn : EKG.I. p.246

Dre-se, pa dostaas ar soudarded evit kregiñ ennañ, ar "C’hard nasional" a Lesneven, a yoa ivez o armoù hag o fuzulioù ganto, a lavaras groñs ha dichek e tennjent didruez war ar soudarded, mac’h esajent ober an disterañ droug d’an Aotrou Feburier. Hag ar soudarded a rankas plegañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.188

dichek

1931
Daveenn : VALL pg altier, arrogant

ez dichek

1931
Daveenn : VALL pg arrogamment

Damantiñ a ran kalz, evit gwir, d'ar paourkaezh Hyde. Me 'oar hoc'h eus e welet ; lavaret en deus din, ha dichek eo bet, 'm eus aon.

2012
Daveenn : DJHMH p34

Dismegañsus, dichek, kunujennus, feuls marteze... setu penaos e vefont pa'z afont e fulor.

2015
Daveenn : DISENT p82

Ur ger a-dreuz ha setu kollet ar c'hrogad ganeoc'h rak a-drugarez d'ar ger-se e vo tu dezhe tamall deoc'h bezañ feuls ha dichek.

2015
Daveenn : DISENT p139

Er-maez en em stleje difonn un tren leun-chouk a dud, ha dre ar prenester e selle beajourien ar bannlevioù outi er c'hombod, dichek, o c'houzout mat e oa dizañjer dezho en ober.

2023
Daveenn : DREAM p. 67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial