Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. KOZH. [1622] Pep hini hag an holl ac'hanomp war un dro. [1954] Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn [...]. 2. Trl. sonnet. [1867] (An) holl (dud) gwitibunan : an holl anezho hep na vankfe hini. Rak holl, gwitibunan, chomomp war evezh. [1923] sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

20. Ha pan deuy monet a'n bed-mañ, / Grit d'hon Anaon, Itron c'hlan, / Monet sasun gwitibunan / D'an Baradoz[,] d'an repozvan.

1622
Daveenn : Do. p64

gwitibunan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tous

guenbunan [sic]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg guenbunan

en andred an holl gwitibunan

1732
Daveenn : GReg pg envers (Envers tous, & un chacun.)

holl, ha gwitibunan, bede-hac-unan

1732
Daveenn : GReg pg (tous en general, &) chacun (en particulier)

ar re vat holl-gwitibunan

1732
Daveenn : GReg pg gens (Tous les gens de bien, sans en excepter un seul.)

Holl gwitibunan int deuet.

1850
Daveenn : GON.II pg gwitibunan (Ils sont tous venus, sans exception).

gwitibunan

1850
Daveenn : GON.II pg gwitibunan (sorte de pronom indéterminé. Chacun. Tous, sans exception [...] aussi adverbialement "généralement", "en général", "universellement").

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Daveenn : MGK p12

Manos-hen a oa gwir skeudenn e dad, hag e oar an holl petra eo dremm, neuz-vent, braster, ha nerzh an doue-se, hon tad deomp-ni gwitibunan, he deus e gened talvezet dezhañ al lesanv a « Belatukadros ».

1923
Daveenn : SKET p.42

Nemetos a reas lazhañ dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tiez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened.

1923
Daveenn : SKET p.129

Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant pep unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, dezho da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.

1923
Daveenn : SKET p.67-68

Hogos bemnoz e veze ivez martoloded all o prejañ war hol listri-ni, ha hervez ar reolenn peb a dortad a rankent ober, rak ur wech e tichañsas din klevout hon eilgabiten o kenteliañ ar ganol[i]erien oc’h ober ouzh taol war-dro kouvidi an deiz-se ; « ha taolit pled, paotred, emezañ, mar gwelan unan hepken eus ho mignoned estren e-tailh d’ober goude koan ur gammed war ar pont kuit a ruilhal raktal a-hed e gorf, kraouiet e viot ganin holl gwitibunan ! »

1954
Daveenn : VAZA p.103

Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.

1954
Daveenn : VAZA p.54

Em c'harg eo risklus an darbar / Ha kastizet 'vefen buan / ma ne sevenfen diarvar / Ma dleadoù gwitibunan.

1960
Daveenn : PETO p13

Dirak Doue, holl dizallet, / Gwitibunan ' vo tamallet, / Noblañs, peorien, mondianed, / Tud ar Roue, sitoianed.

1960
Daveenn : PETO p82

Holl gwitibunan ez ejomp da gelc'hva an Dr Denman, ar surjian kozh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial