grac'h oaled
gwrac'h
gwrac'hed
Gant un istor gwrac’h kozh e teuio ar voereb da vorediñ ha da gousket mat.
Tevel a rin war ar vartoloded vunut o tougen bigi dre lien [bigi-dre-lien] graet gant o zad pe o breudeur, war ar plac’hed yaouank en gwenn hag ivez gwrac’hed Breuriezh ar Rozera, war ar banieloù [bannieloù] ken pounner, ar c’hroazioù aour pe arc’hant, rak kavout a rin marteze tu da gomz diouto pa rin meneg eus pardon Sant Erwan.
Gallout a rafen ivez lavarout daou pe dri c’her diwar-benn Jobenn ’n Herve hag he c’hoar Trefina, an eil fentusoc’h eget eben, pe a-zivout Godig Rode, ur wrac’h a stage da bec’hiñ ha da eoniñ evel pa vije bet dalc’het gant an Drouk-Spered adal ma veze huchet warni : « Avel, Godig, avel ! »
E wreg 'vat, ur jolfa anezhi ha gwisket Doue’ oar, ne vane ket dilavar ; n’he devoa ket laeret he gwerzh-butun ar wrac’h ma voe bet distagellet ganti [...].
Bez ’eus gwrac’hed hag a fell dezho ober war-dro ar re glañv ; daoust ha n’eo ket digant unan diouto am befe klevet ar c’hrennlavar-mañ : Pa vez ar boan en he gwashañ / E vez dare ar gor da ziskargañ ?
Daou vinor he devoa ivez da sevel ha goude ma c’houneze mat a-walc’h gant he micher kemenerez, e veze he c’heusteurenn hogos ken treut a-wechoù hag hini ar wrac’h « ur vesperenn da verenn ha da goan lost ur c’hi moan ».
En e vleud e vije bet va zonton Yann Dremel o welout en-dro d’an holl verc’hed, ar gwrac’hed kerkoulz hag ar plac’hed yaouank, goueledennoù ha justennoù marellet, ha warno kement a vleunioù, delioù pe evned ha war an danvez skañv dibabet gantañ pa groge da wriat dilhad nevez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwrac'h