1. Gwez koudask o anv spesad Prunus domestica, dezho bleunioù gwenn a zifluk war un dro gant an delioù.
Imboudet e vez ar gwez-prun gant gwregon.
2. Frouezh ar gwez-se end-eeun.
Emañ ar vugale o klask mouar ha gwregon.
HS. polos, prun.
3. Trl. skeud., pemdez
Kaout gwregon da lodennañ gant ub. : kaout c'hoant da dalvezout ur c'hement all dezhañ, e doare digoll, evit ur gwall, un droug graet ouzh an-unan.
4. Luc'h.
Tammoù kaoc'h kezeg. Ur sac'had gwregon.
DHS. abon, fiez.