Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. ar plant zo bleuñv dezho) Unanderenn had. An hadenn ne zeu ket da vezañ anez breinañ en douar. Reiñ krog d'an hadennoù mat. 2. (db. ar frouezh) Spluzenn. Pemp hadenn orañjez. HS. greunenn. 3. (db. ar baotred, al loened par) Sper. Hadenn ar vuhez. 4. Dre skeud. Tra a vez heuliadoù a-ziwar e lerc'h. Hadennoù a gleñved. II. Dre skeud. 1. (db. ar merc'hed) Un hadenn : ur plac'h koant. Ur gaer a hadenn. HS. chevrenn, fulenn, koantenn, tekenn. 2. Paotrig. An hadenn vihan a vremaik. 3. (db. ar gwizi) Gwiz deuet d'he ment ha gouest da ouennañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Daveenn : SKET p.6

Hag an dibab eus ar vugale anezho eo a voe hadenn ha kentañ gwrizienn poblad ar Gelted.

1923
Daveenn : SKET p.44

Ur vojenn diwar faltazi An Tarzek n’eo ken savidigezh Londinion gant an Ibered, nemet an hadenn anezhi a gaver e Philippon, les Ibères, pp. 70-1.

1923
Daveenn : SKET p.129

hadenn dizunvaniezh

1931
Daveenn : VALL pg brandon (de discorde; chose)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial