Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Kempenn udb. aet da fall pe bet distummet. Adaozañ ur gwele, ur bern plouz. 2. [2013] Kemmañ mont en-dro (udb.) evit ma'z afe gwelloc'h en-dro. [2013] [...] hag e oa Rainaud ar c'hañseller karget gant Pierre Mauclerc da adaozañ melestradurezh an dugelezh diwar skouer hini ar Gapesianed. 3. (db. al lodennoù eus ar c'horf) Adlakaat (udb. diblaset) en e lec'h orin. Adaozañ un ezel, un askorn. 4. (db. ar skridoù) Labourat en-dro war un destenn skrivet evit he gwellaat. 5. NEVEZ (db. ar produioù pe an danvezioù) Implijout udb. aet er-maez implij evit e dreuzfurmiñ en ur produ all heñvel pe get.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Adaozañ un danevell.

1923
Daveenn : SKET p.153, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Remanier un récit".

N'eo ket disterdra kaout soñj e oa aet Breizh abaoe penn kentañ an XIIIvet kantved dindan levezon Bro-C'hall hag e oa Rainaud ar c'hañseller karget gant Pierre Mauclerc da adaozañ melestradurezh an dugelezh diwar skouer hini ar Gapesianed, na mui na maez.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p10 (YF Dupuy)

Gwarezet o deus o zraoù, adaozet o deus o labour, dispartiet ar stourmerien ha sioulaet o fulor o kinnig un emgav dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p78

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial