Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Bomm mouezh taolet gant ur c'hi. Dizoloet e oant bet gant harzhadennoù ar c'hi. [1878] M’en divije graet Polidor un harzhadenn hepken, e oa graet ganen evit ar bed-mañ : dek tenn d’an nebeutañ o divije dioc’htu torret va fenn ouzhin.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

harzhadenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg harzaden

Da vihanañ teñval e oa, n’oa den war an hent ; ne gleved netra nemet chas Plouared, chas ar C’hozhvarc’had hag ar chas all a-dro-war-dro oc’h harzhal, an eil ouc’h egile. Lakaet e oant bet war-sav gant an tennoù a oa bet e Plouared, ha bremañ o doa an aer da lavaret, dre o harzhadennoù, edo pep hini dihun ha war droad, o tiwall madoù e vestr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.129-130

M’en divije graet Polidor un harzhadenn hepken, e oa graet ganen evit ar bed-mañ : dek tenn d’an nebeutañ o divije dioc’htu torret va fenn ouzhin.

1878
Daveenn : EKG.II p.28

Un harzhadenn, ur yudadenn, ul lamm hag ar c’hi krog en brec’h Bilzig. Ar baotred all d’ar red, er-maez ar porzh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

harzhadenn

1931
Daveenn : VALL pg (un) aboiement

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial