Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Tolpad gwenan a guita ur ruskennad da heul ur vamm, dre ma teuont da vezañ re niverus. En un hed-gwenan ez eus ur rouanez, labourerezed ha sardoned. Leskiñ a ra ma c'hein, evel pa vije un hed-gwenan ouzh ma flemmañ. HS. barr-gwenan, hed, taol-gwenan.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

hed-gwenan

1499
Daveenn : LVBCA p90 (de mouches qui font la cire)

hed-gwenan

1499
Daveenn : LVBCA p90 ('essaim d'abeilles')

hed-gwenan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg esein (de mouches a miel)

hed-gwenan

1732
Daveenn : GReg pg essaim (ou essain, une volée de jeunes abeilles)

hedoù-gwenan

1732
Daveenn : GReg pg essaim (ou essain, une volée de jeunes abeilles)

barret eo an hed-gwenan ouzh ur wezenn

1850
Daveenn : GON.II pg héd

hed-gwenan

1850
Daveenn : GON.II pg héd

Nemet da vezur e tigase dezho ar c’hoad hag an dourioù ouzh e dreuziñ kig-gouez ha pesked a-builh, hag ur fonnder frouezh a bep doare : kraoñ (1), kraoñ-kelvez, kistin, kistin-magl, finij, mez, mouar, lus, hiliber, flamboez, spezad, sivi, hag, ouzhpenn, mel an hedoù-gwenan.

1923
Daveenn : SKET p.49 ( p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, lin. 10, e lec’h « da vezur » lenn « da vagadur » ").

Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkoù, bep a c'hwitelladenn ; er studi, skeiñ a-gevret gant ar botoù-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeriñ ar genoù, evel un hed-gwenan o sevel.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial