Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Str. 1. Plant kar d'ar geot, o anv spesad Hordeum vulgare, barvek o fennoù, a c'hounezer evit o greun a reer bleud, bier ganto. Plouz heiz. Ur parkad heiz. Eost an heiz. & Trl. skeud. Kaout heiz : kaout ul lamm, bezañ korbellet, kaset diwar dro gant ub. 2. Ent strizh Greun heiz. Heiz da valañ d'ar saout. II. H.g. 1. Bleud tennet eus greun ar plant-se. Bara heiz. 2. Danvezenn a farder gant greun heiz krazet. Kafe heiz : died, dezhañ doare ar c'hafe, a veze aozet pa veze diouer a wir gafe.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

heiz

1499
Daveenn : LVBCA p96 (orge)

heiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg orge

Al lanvennoù heiz a zo greunekoc'h egit ar re all.

1732
Daveenn : GReg pg grenu (Les épis d'orge sont plus grenus que les autres.)

ha dornañ a reot-hu hoc'h heiz hiriv ?

1850
Daveenn : GON.II ha

heiz

1850
Daveenn : GON.II pg heiz

heizenn

1850
Daveenn : GON.II pg heizen

heizoù

1850
Daveenn : GON.II pg heiz

bara heiz a zebront

1850
Daveenn : GON.II pg heiz

heiz

1850
Daveenn : GON.II pg heiz

ne builh ket an heiz er vro-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg pula

Dont a reas 'ta Noemi gant Ruth ar Voabitez he merc'h-kaer, eus ar vro bell-se ; hag e tistroas da Vethlehem, er pred ma edod o vidiñ an heizoù kentañ.

1850
Daveenn : GON.II p.100, Buez Ruth

En em unaniñ a reas 'ta gant merc'hed Booz ; hag ez eas da vidiñ betek ma tastumjont an heiz hag ar gwinizh er solieroù.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.103, Buez Ruth.

peger greunek eo an heiz-mañ !

1850
Daveenn : GON.II pg greûnek

Ned eo ket kefiadañ ganto a c'hoarvezas / Nag ivez gant an heiz, ar gwinizh a hadas.

1867
Daveenn : MGK p90

Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz.

1923
Daveenn : SKET p.22

Brakiaka, e vreur, eo a ijinas aozañ greun heiz d’ober bier.

1923
Daveenn : SKET p.49

Grit stad d’ar vuoc’h a vag hor gouenn gant he laezh, d’an ejen a zigor an erv ma tiwan diouti heiz an doueed, d’ar marc’h ruz ha buan a red a-raok an heol.

1923
Daveenn : SKET p.51

Evel-se, Ariomanos, evezhiet gantañ al louzaouennoù gouez o kriskiñ e frankizennoù bro an Hañv, a anavezas ar re a zo danvez-boued en had anezho, talvoudus dre se da vab-den o gounit : an heiz, ar mell, ar c’herc’h, ar segal.

1923
Daveenn : SKET p.53

Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.

1923
Daveenn : SKET p.75

Disprizout mibien Vanos a rejont dre m’o doa da annezlec’h, neket tiez-maen ec’hon e-kreiz kêrioù o mogerioù kreñv, hogen logoùigoù prenn ha raoskl war skign e-mesk ar geot bras, e lezenn ar c’hoadoù ; o disprizout a rejont dre m’o doa da gemerout o c’housk, e lec’h gweleoù prenn lufr, kaeraet gant arem, arc’hant hag aour, berniadoù geotennoù ha krec’hin ; o disprijout a rejont dre na event nemet laezh ha dour ha na zebrent nemet yod heiz ha kig, dre n’o devoa ken madoù nemet o armoù hag o chatal.

1923
Daveenn : SKET p.99-100

Derkeia a gemeras ganti ur brokad dour ha daouzek c’hwistoc’henn heiz hag e tigasas he div c’hoar war ribl an aven.

1923
Daveenn : SKET p.108

Gant laezh an teir buoc’h, mesket ennañ mel ha bleud heiz, e rae Velia, teir gwech an deiz, evit Vindosêtlos, ur skudellad vras a yod.

1924
Daveenn : SKET.II p.16

Ur viskinenn a oa karget a heiz evit an Naoned : diouzhtu eo en em ginniget evit bezañ lakaet war ar roll.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

Izabel he deus tommet dezhañ e zijuniñ, siket dezhañ en e sac’h ur skolpennad bara heiz hag un tamm kig-sall.

1925
Daveenn : BILZ2 p.121

Ar gobiri, d’ar c’houlz-se, a garge, a gase, a zigase eus an eil porzh d’egile marc’hadourezh a bep doare, a bep ment : gwinizh, heiz, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerezh, gwin, hag a bep sort traoù all.

1925
Daveenn : BILZ2 p.168

Ha ma rankas buan an dud tremen eus ar "c'hafe-kafe" d'ar "c'hafe-heiz", ne veze ket ken diaes-se kaout te e-pad ar brezel e Goueled Breizh.

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.41

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial