1. Santad, c'hoant a vroud ub. da lakaat e zellez, e oberoù, e ouiziegezh, da vezañ kerkoulz pe dreist da re ub. all.
Heligentañ a oa etrezo en o labour. Sevel a ra heligentañ etrezo.
HS. helebini, kevezerezh.
&
Trl.
Ober udb. diwar heligentañ : gant ar c'hoant da vezañ ken mat, ken gouiziek hag ub. all, dreist ub. all.
2. Adv.
O klask ober gwelloc'h eget unan pe re all. [1867] Tizh-tizh haligentañ.
&
Trl.
Bezañ heligentañ : bezañ o kevezañ.
Razh ez omp heligentañ da welet piv eo ar gwellañ.
Hag ac'hano dioc'htu, tizh tizh halegentañ, / Koulm ha razh a red da dennañ / Er-maez a boan ho mignonez, / An heizez.
Hag ac'hano dioc'h-tu, tis-tis alegenta, / Koulm ha raz a red da denna / Er meaz a boan ho mignounez, / Ann heizez.
1867
Daveenn :
MGK
p47
ahelikentañ
aheli ketan
1904
Daveenn :
DBFV
pg aheli ketan (à l'envie, à qui mieux mieux)
alegentañ
alegenta
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg alegenta (à l'envi, à qui mieux mieux)
alegentañ
alegenta
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXIX
heligentañ
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXIX
« Frerien » ha « seurezed » a oa helibini-heligentañ etrezo da skarzhañ ar brezhoneg er-maez o skolioù.
« Frerien » ha « seurezed » a oa helibini-heligenta etrezo da skarza ar brezoneg er-maez o skoliou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.105
Ar Frañs a oa ivez ur vro gatolik, ha krog e oa ar visionerien da vont d'ar broioù gouez da glask lakaat ar baianed da dreiñ ouzh Doue ar Gristenien. Heligentañ a oa zoken.