Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Derez-uhelañ "hen". 2. [1499, 1732, 1867, 1877, 1909, 1931, 1985, 2016] Zo bet ganet da gentañ e-keñver bugale all an tiegezh. Ar mab, [1985] ar verc'h henañ. [1867] Ul levr moullet gant Lefournier henañ. [1877] Hennezh a zo kozh neuze, rak va merc’h henañ a oa en oad da ober he fask kentañ er bloaz-mañ, ma vije bet beleien er vro. [1924] Demat deoc’h, Izabel ! Deut on d’ho kavet ha da gaozeal ganeoc’h diwar-benn ho mab henañ Bilzig. [2016] Ha me, merc'h henañ an tiegezh e oa dav din soursial ouzh ma breurezed. & [1931] An eil henañ : eil mab, merc'h koshañ an tiegezh.

Skouerioù istorel : 
39
Kuzhat roll ar skouerioù

henañ

1499
Daveenn : LVBCA p97 (aisne, le primier ne)

henañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aisné

ar mibien henañ eus an tiez

1732
Daveenn : GReg pg ainé

ar verc'h henañ

1732
Daveenn : GReg pg ainé

henañ

1732
Daveenn : GReg pg ainé

mab henañ

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils aîné.)

an henañ

1732
Daveenn : GReg pg ainé

henañ

1732
Daveenn : GReg pg ainé

henañ

1732
Daveenn : GReg pg ainé

merc'h henañ

1732
Daveenn : GReg pg ainé, fille (Fille ainée.)

bennozh ar batriarched d'o bugale henañ

1732
Daveenn : GReg pg (la) benediction (des anciens patriarches à leurs ainez)

mab henañ

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils aîné.)

henañ

1850
Daveenn : GON.II pg héna, hénaf

N'eo ket bavidik ho mab henañ.

1850
Daveenn : GON.II pg bavédik (Votre fils aîné n'est pas engourdi, n'est pas timide).

lakaet en deus e vab henañ e deskadurezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg deskadurez

digaoc'het eo gantañ e vab henañ

1850
Daveenn : GON.II pg digaoc'hañ

henañ

1850
Daveenn : GON.II pg éna

henañ

1850
Daveenn : GON.II pg éna, héna, hénaf, hénañ, hénaour

an henañ

1850
Daveenn : GON.II pg héna

C’hwi a enev va c’hoar henañ.

1850
Daveenn : GON.II p.62, (Vous connaissez ma sœur aînée).

ho mab henañ am eus gwelet

1850
Daveenn : GON.II pg héna

He c'hoar henañ a anavezan, ha n'anavezen ket houmañ.

1850
Daveenn : GON.II p.70, (Je connais sa sœur aînée, et je ne connaissais pas celle-ci).

henañ

1850
Daveenn : GON.II pg héna, hénañ

moullet gant J. B. Lefournier henañ

1867
Daveenn : MGK p3

— Hennezh a zo kozh neuze, rak va merc’h henañ a oa en oad da ober he fask kentañ er bloaz-mañ, ma vije bet beleien er vro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.229

henañ

1909
Daveenn : BROU p. 251

Dre doullañ begenn ur c’horn uros e reas anezhañ an drompilh hirgorn, henañ doare trompilh a zo.

1923
Daveenn : SKET p.54

Dre gomz dereat e tisklêrias an henañ, Mandonios, ez oa deut, eñ hag e zaou vreur, dre m’o doa da emguzuliata gant ar gwerc’hezed sakr diwar-benn traoù a bouez ret o c’henverat didest-kaer ; ha bezañ diwezhat anezhi, e krede na nac’hjent ket o digemerout ; o-unan ha diarm e teuent, fizius en enor hag e lealded an teir rouanez.

1923
Daveenn : SKET p.102

— Demat deoc’h, Izabel ! Deut on d’ho kavet ha da gaozeal ganeoc’h diwar-benn ho mab henañ Bilzig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

an eil henañ

1931
Daveenn : VALL pg (celui qui vient) après (l'aîné)

henañ

1931
Daveenn : VALL pg ainé

henañ

1931
Daveenn : VALL pg ainé

Digemeret e oamp onest-tre gant e vreur henañ, a oa mestr e-lec'h e dad, marv ur pennad 'oa.

1944
Daveenn : EURW.1 p75

Ar mab henañ, Aleksander, a oa krog da labourat ivez war al lizherennadeg.

1944
Daveenn : EURW.1 p85

Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Marie-Rose, ar verc'h henañ a voe skeudennet, en he robenn vleuniet, dirak ar c'harzh Manihot Ceara, ha goude he c'hoar yaouankoc'h er vag, gant ar memes plant a-dreñv dezhi.

1985
Daveenn : DGBD p119

Eno eo, er XVIvet kantved, e voe ijinet ar ger "gotek" gant an arzvarnour Vaz[s]ari, da envel dre zismeg an opus francigenum diwar anv ar C'hoted, anezho ur bobl c'herman eus ar Grennamzer henañ hag a oa dezhañ pimpatrom ar varbariezh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

An henañ, Talia, a zo pakret d'he zad. Yen, strizh, diseblant e chom ouzoc'h atav.

2015
Daveenn : EHPEA p76

Ha me, merc'h henañ an tiegezh e oa dav din soursial ouzh ma breurezed.

2016
Daveenn : BARAB p213

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial