Hent bihan, war ar maez prl., zo etre hentoù brasoc'h, hag a c'haller implij evit mont buanoc'h eus an eil lec'h d'egile.
An hentoù-treuz zo fall dre amañ. Kemeret en doa un hent-treuz evit en em gavout abretoc'h.
— « Hentchoù all zo e-leizh, hentchoù-treuz, ribouloù ; / Mar fell dit mont drezo e weli kalz roudoù / A zo aet en da raok. — Mar kerez, fistoulig, / Hep spegañ tamm en drez e vezi pinvidik. »
— « Hentchou all zo e-leiz, hentchou treuz, riboulou ; / » Mar fell d'id mont dre z-ho e weli kalz roudou / » A zo eat enn da-raok. — Mar kerez, fistoulik, / » Hep spega tamm enn drez e vezi pinvidik. »
1867
Daveenn :
MGK
p144
Paotred ar Menez, e-lec’h dont dre an hent-bras, a c’hell kemeret an heñchoù a-dreuz, ha pet hent-treuz n’eus ket ac’halen da Landivizio ?
Paotred ar Menez, e leac’h dont dre an hent braz, a c’hell kemeret an hentchou a-dreuz, ha ped hent-treuz n’euz ket ac’halenn da Landivicho ?