Hag e tigouezhas ivez, — gwashoc’h boaz hemañ, moarvat, eget an hini kentañ ! — pa veze gaonac’h ar bried, pe pa na c’hane nemet merc’hed, e tibabe an ozhac’h un hêr dezhañ a-dre ar vugale bet diwar ar serc’hed.
Hag e tigouezas ivez, — gwasoc’h boaz heman, moarvat, eged an hini kenta ! — pa veze gaonac’h ar bried, pe pa na c’hane nemet merc’hed, e tibabe an ozac’h eun hêr d’ezan a-dre ar vugale bet diwar ar serc’hed.
1923
Daveenn :
SKET
p.89
O tisentiñ diouzh nep ' zo hêr / D'ar gador fiziet e Sant Pêr, / D'an Iliz Sakr n'oc'h mui ezel / Hag ho kalloud ' zo aet pezhell.
O tisenti diouz nep ' zo hêr / D'ar gador fiziet e Sant Per, / D'an Iliz Sakr n'oc'h mui ezel / Hag ho kalloud ' zo eet pezell.
1960
Daveenn :
PETO
p53
Ar mezeg en doa prenet an ti digant hêred ur surjian brudet.
2012
Daveenn :
DJHMH
p43
Nasiotis en doa ur stal. Betek bremañ, n'eus anadet hêr ebet da c'houlenn e rann.