Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. Dilez madoù gant ub. d'e hêred war-lerc'h e varv. Kaout udb. en, a, da, dre hêrezh digant ub. II. B. 1. Madoù a zegouezh a-ziwar-lerc'h un den (goude e varv, prl.) gant e ziskennidi pe gant ar re eo dleet an dra-se dezho. Ne fell ket dezhi gwerzhañ hêrezh he zad. HS. degouezh. 2. Dre skeud. Pezh a vez lezet e-kerz ub. pe ur strollad tud a-ziwar-lerc'h tud all. Un hêrezh kaer eo ar brezhoneg, ul lodenn eus hon hêrezh sevenadurel eo.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

hêrezh

1850
Daveenn : GON.II pg her

Hiriv, heskinerezh yud hon mestroù, -seul washoc'h dre ma'n em guzh oc'h heñchañ e ribouloù dre zindan hon douar koz,- a glask lemel diganeomp hon yezh hag hon gwiskamantoù, hon gizioù kozh a vroiz pe a gristenien, en ur ger, kement tra a chom ganeomp eus hêrezh hon tadoù kozh, kement tra a ra hon lorc'h hag hon laouenidigezh.

1911
Daveenn : PSEP p III

"hêrezh" gg.

1923
Daveenn : SKET p.180, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Héritage".

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Ar gelennadurezh dre c’herioù hepken a zo un hêrezh deomp diwar-lerc’h Rom hag ar C’hres, diwar-lerc’h ar Gelted ne zeu ket avat !

1924
Daveenn : SKET.II p.24

hêrezh a-ziwar-lerc'h divroad

1931
Daveenn : VALL pg aubaine

Da neuze e oa deuet ar savadur da vezañ unan eus elfennoù pennañ mesenerezh an dug Yann IV hag a venne dre ar politikerezh-se kreskiñ lorc'hañs e lignez, nevez deuet trec'h goude brezel hêrezh Breizh ha gounit kalon ar bobl.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 14

Aet e oa an traoù difonn war-raok dre-benn da ziaesterioù a bep seurt moarvat hag a c'haller kontañ en o zouez, an diouer a arc'hant, ar vosenn, ar brezel - brezel hêrezh Breizh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 7

M'en doa raktreset Nasiotis ar muntroù c'hoazh pa oa marvet e dad, neuze e c'hell bezañ en dije gortozet evit goulenn e hêrezh, evit na c'helljemp ket diskoachañ anezhañ.

2015
Daveenn : EHPEA p386

En Italia eo e teujont d'en em staliañ hag eno eo ma krogjont da adtreuzkas dimp hêrezh lennegel ha filozofel an Henc'hresianed.

2016
Daveenn : ILIAS p. 8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial