Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A zellez bezañ gwelet, dalc'het soñj anezhañ, prederiet warnañ abalamour d'e berzhioù dibar. Petra zo heverk er film-se ? Klask a rae dizoleiñ e pep boud al linenn heverk a gav he nerzh bev e donañ ar boud-se.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Heverk a-walc'h eo koulskoude aberioù Bro-Leon evit ma vije strishaet an anv, en douarstummadouriezh, d'ar pezh a gomzomp amañ diwar e benn.

1943
Daveenn : TNKN p15

Ar pezh a oa heverk evidon eo e oa an dour-se kalz tommoc'h eget an dour-mor ; ne 'm boa netra warnon evit muzuliñ ar c'hemm, met karet em bije bet gouzout pegen bras kemm a oa ; ne 'm boa nemet kroc'hen va zreid evit merkañ ar c'hemm !

1985
Daveenn : DGBD p110

Tost bloaz war-lerc'h, e miz Here 18--, e voe spontet kêr London a-bezh gant ur muntr skrijus, seul heverkoc'h ma oa ar muntred un den dezhañ ur saviad uhel er gevredigezh.

2012
Daveenn : DJHMH p36

E gwirionez, pell a vezañ heverk eus ar brasañ niver, ez eo kentoc'h penniliz Bro-Gernev ur savadur dioutañ e-unan, ur gwir gemberiad levezonioù liesseurt, gall evel-just da zigentañ, norman goude ha dreist-holl saoz evit echuiñ.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial