boueta an higenn
Ar sulvezh-se, sulvezh d’abardaez ha deiz pardon bras Lotei-Landremel, an amzer a oa klouar, ha, peogwir e oa bras an dour er stêr, Lukaz, skluzier Penn-ar-Pont, en doa kavet gwelloc’h kemer e higenn ha mont da besketa eget mont d’an tu all da bardonañ.
Diframmañ a ray diouzh e galon an higenn zraenek, ha pa yafe an tamm ganti.
Dizale en em gavomp gant un doare koad evel n'am boa bet gwelet c'hoazh : krakwez nemetken gant e-leizh a weennoù, palmez dreinek (rotang) dreist-holl ; ar re-mañ a zo eus ar c'hentañ evit fardañ paneroù, met da ziwall a zo diouzh o drein e stumm higennoù, darn anezho keit ha bizied.
Ne ouzon ket peseurt ditouroù a c'hello reiñ din met forzh penaos ne ran nemet teuler ma higenn e dourioù divoull.