1. [1659, 1732, 1850, 1909] Obererezh hilligañ.
[1659, 1732] hillig.
[1732] hilligoù
Gra hillig din.
2. Dre skeud.
[1732, 1850, 1867, 1909] Santadur, broud, plijus d'ar c'horf, d'ar spered.
[1867] Pebezh hillig d'ho spered lemm.
3. Trl.
KAOUT HILLIG : bezañ kizidik ouzh an hilligañ.
Ar gazeg he deus hillig evel kalz a gezeg.
Pebezh trid en divize roet d'ho kalon mojenn An div goulm ! Pebezh hillig d'ho spered lemm ar c'hi hag ar bleiz…
Pebez trid e divize roet d'ho kalon mojen ann diou goulm ! pebez hillig d'ho spered lemm Ar c'hi hag ar bleiz…
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid XII
Pa vezo ret, evit difenn ar republik, reiñ un taol kleze, pe tennañ un tenn fuzuilh, Bombañs a yelo da guzhet ; aon en devezo da ober zoken un tamm hillig d’an noblañs ha d’ar veleien a yoa ker kriz e-keñver ar bobl.
Pa vezo red, evit difenn ar republik, rei eun taol kleze, pe tenna eun tenn fuzil, Bombanz a ielo da guzet ; aoun en devezo da ober zoken eun tamm hillik d’an noblanz ha d’ar veleien a ioa ker kriz e kenver ar bobl.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.201-202
hillig
nik
1909
Daveenn :
BROU
p. 252
Ar breur Arturo a voe darbet dezhañ dirollañ da c'hoarzhin. Hillig en doa gant ar gaoz.