hiuiziqnen [sic]
hiviziken
Gant aon n'ho pe-c'hwi droug, droug a c'hell c'hoarvezout, n'em bo mui da'm magañ nemet daeloù, hirvoud. Hiviziken me ne welin nemet lasoù ha sparfelled; pa vezo glav, e lavarin : ha va breur paour, pelec'h eo aet ? Hag-eñ en deus ezhomm a netra 'bet bremañ ? Ha debret eo e bred, hag er goudor emañ ?
hiviziken
E lec'hioù 'zo koulskoude e oa froudoù nevez o redek hiviziken: re al lanv hag a zo herrek-kenañ war hon aodoù er strizhennoù.
Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.
Mes ar pezh a ouzon, hag un dra hag a ra plijadur din, eo soñjal e tremeno hiviziken hor moereb ur vuhez eürus war an douar.
Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto.
- N'eo ket evit un naved e teuec'h amañ ? - D'ho kwelout eo e teuen, « padre ». Bemdeiz [sic, bemdez], hiviziken, c'hwi am gwelo amañ.
Ma mignon Yann, ha taolet hoc'h eus evezh / Ouzh ar reolenn 'n em gavet un devezh / Hag a ziviz e ranko hiviziken / [Un dra disakr na'm bije kredet biken !] / Hor beleien bezañ distag, koulz lâret, / Diouzh Hon Tad Santel, ar Pab mat ha karet ? / Da eskibien, gant laiked dilennet, / Rak ar c'hiz 'vo diwar vremañ eilpennet, / E tleint holl sentidigezh ha doujañs / Dindan boan a wall-gastiz hag a zroulañs.
Stankoc'h e vo hon ehanoù hiviziken.
Hag a-benn ar fin, deoc'h eo da ober ar gwiriañ penn-da-benn hiviziken.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
hiviz-noz