I.
V.k.e.
A.
1. Ober e annez eus (ur savadur bnk.).
Annezañ un ti kozh.
N'eus ket pell ez annez an ti-se.
&
(en tu gouzañv)
Ne vo ket annezet al lec'h-se ken.
2. Annezañ ub. : reiñ lojeiz dezhañ.
Annezet e oan bet gant ar vaouez-se er Releg-Kerhuon.
B. [1659, 1732, 1850, 1927, 1931] Degas arrebeuri en un ti, ur ranndi h.a., evit ma c'hallfed bevañ ennañ.
[1732] Annezañ un ti, [1732] ur gambr annezet.
[1850] Ne'm eus ket peadra annezañ un ti.
II.
V.g.
1. [1985, 2015] Ober e annez (en un tu bnk.), bevañ (en un tu bnk.).
[1985] Pellik emañ ivez eus pep lec'h annezet...
[2015] Emañ burevioù ar c'hevredad Global Internet Systems en un ti bourch'iz a zaou live, eus ar prantad kentañ, pa oa krog Psic'hiko da vezañ annezet gant bourc'hizelezh vras Atena.
Dont da Vreizh da annezañ. Mont da annezañ en un enez. Deuet eo da Gemper da annezañ.
HS. chom.
2. Kavout ul lojeiz.
Pred eo dimp annezañ.
3. (db. al loened)
Bezañ annezet el lec'h-mañ-lec'h : bevañ e lec'h-mañ-lec'h.
Daveenn :
GReg
pg garnir (Garnir une maison de meubles.)
annezet un ti
annèzet un ty
1732
Daveenn :
GReg
pg garnir (Garnir une maison de meubles, pp.)
annezet
annézet
1850
Daveenn :
GON.II
pg annéza (Meubler, garnir de meubles, pp.)
annezañ
annéza
1850
Daveenn :
GON.II
pg annéza (Meubler, garnir de meubles), diannéza
Ne'm eus ket peadra annezañ un ti.
N'em eûz két péadrâ annéza eunn tî.
1850
Daveenn :
GON.II
pg annéza (je n'ai pas de quoi meubler une maison.)
Ambrouget gant an tourc’h-gouez Kalido, ez eas da annezañ, en tu-hont d’an douaroù dalc’het gant bagad Nemetos, war ziv c’hlann ar Vimina ha war glann reter ar Visuria.
Ambrouget gand an tourc’h-gouez Kalido (2), ez eas da anneza, en tu-hont d’an douarou dalc’het gant bagad Nemetos, war ziou c’hlann ar Vimina (3) ha war glann-reter ar Visuria (4).
1923
Daveenn :
SKET
p.136
annezañ
anneza
1923
Daveenn :
SKET
p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Établir, s’établir ; meubler".
annezañ
anneza
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg annez (meubler)
annezañ
anneza
1931
Daveenn :
VALL
pg aménager, s'aménager
Pellik emañ ivez eus pep lec'h annezet...
1985
Daveenn :
DGBD
p158
Emañ burevioù ar c'hevredad Global Internet Systems en un ti bourch'iz a zaou live, eus ar prantad kentañ, pa oa krog Psic'hiko da vezañ annezet gant bourc'hizelezh vras Atena.