Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ger a dalvez da verkañ ar souezh, an diskred. Hola ! a-raok kaout ma merc'h da bried, e vo ret dit he gounit. Hola 'vat, emezon-me, lavaret ez poa din e oas eus ar Mañs ! HS. hama, hopala. 2. Ger a reer gantañ evit sachañ evezh an dud, hopal dezho, ober dezho diwall. Hola! Katell, Marc'harid, deuit diouzhtu ! Hola 'ta! [1878] — Hola ! hola ! Soudarded, savit buan d’an nec’h ! [1944] Hola ! paotred, petra ’c’hoarvez ? DHS. ac'hanta, hama.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

hola

1850
Daveenn : GON.II pg holla, holla-ta

Hola 'ta (!)

1850
Daveenn : GON.II pg holla, holla-ta + p.58 (attention !)

Hola ! hola ! Soudarded, savit buan d’an nec’h ! Ha daouzek soudard sevel d’ar solier.

1878
Daveenn : EKG.II p.62

Chomet eo an tren en e sav. Ar C’hernevad a glask ar wetur kentañ-klas, hag a zo o vont da bignat enni, pa zired eur c’homis ‘drek e gein : « Hola, hola, ma faotr, faziañ a rit. Aze ‘mañ ar c’hentañ klas.[…] ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.102

« Hola ! hola ! » eme ar mevel bihan, en ur c’hoarzhin, » emañ ar vag o vont gant an dour !… Hola ! mont a ra war he c’hostez !!.. Hola !… ne chom ket ar roeñv en dour !… Hola ! paotr, n’out ket barrek war ar vicher. »

1944
Daveenn : ATST p.95

An den a lavaras ! — « Hola ! paotred, petra ’c’hoarvez ? » Petra c’hoarvezas ?

1944
Daveenn : ATST p.130

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial