Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. loened zo) Reiñ e vouezh da glevet en un doare nerzhus, hir ha skiltr, pa reer anv eus ur bleiz, ul leon, b.a. Al leon eo an hini a hud ar c'hreñvañ. Ar bleizi zo o hudal en noz. & Dre skeud. Hudal a ra ar mor. DHS. youc'hal, yudal. II. (db. an dud) 1. Huchal tost da vat evel ul loen. An daou vezvier a hude divalav. Hudal a rae an diaouled en ifern. HS. beogal. 2. Ober goap ouzh ub. dre huchal warnañ. HS. hual.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

hudañ

1850
Daveenn : GON.II pg hua (huer, faire des huées après le loup. faire des cris de dérisions après quelqu'un. On dit aussi "huda" dans le même sens), pg huda (voyez "hua").

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

1944
Daveenn : ATST p.8

An diaoul kentañ. — « Ar gaouenn a hud er c’hoad ; a-raok ma ehano hudal, en da [sic, "en do"] skoet an Ankoù e daol-morzhol war ho penn. »

1944
Daveenn : ATST p.57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial