Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hunvre a laka da gaout aon, enkrez. Chomet eo mantret da heul e hurlink. DHS. gwallhunvre. 2. Dre ast. Stad pe degouezh a laka un den da vezañ nec'het-bras, da spontañ. Deuet e oa ar vuhez da vezañ un hurlink. HS. gwallhunvre.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

hurlink

1850
Daveenn : GON.II pg heurliñk, hurliñk

hurlink

1850
Daveenn : GON.II pg heurliñk, hurliñk, mac'hérik, moustrérik

Allas ! allas ! aotrou kure, / Pebezh hurlink, pebezh hunvre ! / Chal ha nec'hamant penn-da-benn / D'am c'halon baour o c'houzañv tenn.

1960
Daveenn : PETO p22

Damwelet en doareoù kemmus-se, gant ar straedoù priellek hag an dremenidi loudour, gant ar c'hleuzeureier na oant bet morse lazhet pe kempennet e doare da zerc'hel penn ouzh an deñvalijenn aloubus ha kañvaouus-se, e tenne karter rec'hus Soho, dindan selloù an noter, da garter ur gêr gwelet en un hurlink.

2012
Daveenn : DJHMH p39

Ha gwir eo n'eo ket aes en em reiñ da gousket na dihuniñ pa vez an den gwasket-diwasket gant hurlink ar froud dirazañ hag an islonk a-dreñv dezhañ.

2015
Daveenn : EHPEA p202

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial