Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. [1499, 1732, 1980, 1985] Donezon naturel, poell, ampartiz, barregezh ub. da gavout diskoulmoù, da zont a-benn eus nep kudenn. N'en doa ket kement a zigoradur nag a ijin. An neb en deus ijin a zeu atav a-benn eus e daol. Ijin eo zo ezhomm amañ. [1985] Digarez o deus bet da ober anaoudegezh gant ijin ar re wenn. & Trl. Dispakañ e ijin, lakaat e ijin (hag e imor) d'ober udb. : ober eus e wellañ evit dont a-benn. Kaer o doe dispakañ o ijin da guzhat o zaol, e voe anavezet. Evel ki ha kazh e oant o-daou ha lakaat a raent o ijin d'ober gwashañ ma c'hallent an eil d'egile. & Un den a ijin : un den en deus ijin. 2. Trl. Ijin fall : natur fall. Steuñviñ ha livañ gevier a reont, ha lakaat o ijin fall da douellañ an dud. 3. Gwidre. Distrujañ a rejont ar feiz, a-wechoù dre nerzh, a-wechoù all dre ijin ha dre guzh. & Trl. Mont dre ijin da ub. : mont dezhañ dre widre. 4. Trl. Dre an ijin an-unan : diwar an atiz an-unan, hep goulenn all ar re all. Arabat, dre an ijin an-unan, sevel ur speurenn evit diarbenn ar vuhez. B. Doare d'en em gemer ; taol micher. Desket o doa skiant hag ijin ar brezel. & Trl. Kavout ijin d'ober udb. : kavout an doare mat da zont a-benn anezhañ. C. (db. ar pezhioù labour) Merk eus barregezh, gouiziegezh ur micherour. An traoù diwar-sav-se a gaver ker stank en ilizoù Breizh, graet er-maez eus ar vro, n'eus enno na danvez nag ijin. D. Galloudezh ar spered da welet traoù a c'hallfe bezañ anezho pe get. HS. faltazi. II. G. A. 1. Donezon naturel, barregezh ub. da gavout diskoulmoù, da zont a-benn eus nep kudenn. Bez' ez eus tud war an douar hag o deus un ijin burzhudus evit espern o arc'hant. 2. Tro-widre. Ne droont kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a-benn eus o zaol. B. 1. [1499, 1732] Ardivink, en e ster ledan. Un ijin anvet foennerez. Un ijin da zornañ. 2. Ijin-brezel : arm-bann. & Dre verr. Mein pounner a veze bannet dibaouez gant an ijinoù-se ouzh porzhioù kêr. 3. Ent strizh Keflusker. Klevet a raen fraoñv ijin al lestr. Kambr* an ijinoù.

Skouerioù istorel : 
42
Kuzhat roll ar skouerioù

injin

1499
Daveenn : LVBCA p101 (engin)

Neuze an werc'hez venniget a bedas hon aotrou Doue ez plijze gantañ terriñ ha distrujañ en injinoù-se en enor an hanv benniget anezhañ, ha evit koñversion an bobl pere a edoe prezant, hag enkontinant maz oa dispozet lakat an werc'hez en tourmant-se.

1576
Daveenn : Cath p20-21

injin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg engin, machine

ijinoù

1732
Daveenn : GReg pg engin (ou engein, machine à lever des pierres), (petit vaisseau de bas bord)

ijin

1732
Daveenn : GReg pg adresse, engein (petit vaisseau de bas bord), genie (Genie, adresse pour les arts & pour les sciences.)

Ijin en deveus.

1732
Daveenn : GReg pg genie (Il a du genie.)

Injin en deveus

1732
Daveenn : GReg pg genie (Il a du genie.)

gwell eo injin egit nerzh

1732
Daveenn : GReg pg adresse

gant ijin

1732
Daveenn : GReg pg artificiellement, artistement

injin

1732
Daveenn : GReg pg adresse, engin (ou engein, machine à lever des pierres), esprit (substance qui pense; partie de l'ame qui juge, comprend, raisonne, & invente ce qu'on peut imaginer. äls), genie (Genie, adresse pour les arts & pour les sciences.)

ijin

1732
Daveenn : GReg pg artifice, engin (ou engein, machine à lever des pierres), genie (Genie, adresse pour les arts & pour les sciences.)

injin natural pehini a gelusk anezhañ e-unan

1732
Daveenn : GReg pg automate (machine qui a en soi le principe de son mouvement)

injinoù natural pere a gelusk anezho o-unan

1732
Daveenn : GReg pg automate (machine qui a en soi le principe de son mouvement)

al loened ned int netra nemet injinoù natural, war a lavar an Aotrou Descartes

1732
Daveenn : GReg pg automate (les bêtes sont de purs automates)

gant ijin

1732
Daveenn : GReg pg finement

gwell eo ijin egit nerzh

1732
Daveenn : GReg pg (mieux vaut) engein (que force)

injinoù brezel

1732
Daveenn : GReg pg engeins (de guerre)

ijinoù

1732
Daveenn : GReg pg engin (ou engein, machine à lever des pierres)

distrojoù ijinus, graet gant ijin

1732
Daveenn : GReg pg digression (écart de son sujet fait propos, & en peu de paroles)

gwell eo injin, eget nerzh

1732
Daveenn : GReg pg (au) défaut (de la force il faut employer la ruse)

gorren mein gant un injin

1732
Daveenn : GReg pg elever (des pierres avec quelque machine)

injinoù

1732
Daveenn : GReg pg engin (ou engein, machine à lever des pierres)

ijin

1850
Daveenn : GON.II pg ijin, iñjin

injin

1850
Daveenn : GON.II pg ijin, iñjin

gant ijin eo graet an dra-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg ijin, iñjin

gwell eo ijin eget nerzh

1850
Daveenn : GON.II pg ijin, iñjin

Her gouzout a rit kerkoulz ha me, tud difeiz ne droont james kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a benn eus o zaol : pep hent a zo mat dezho gant ma c’hellint "tapout" o c’hrog.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3-4

War bord ar mor o doa c’hoazh marteze muioc’h a ijin an dud, eget en douar bras, evit gellout mont da gaout o beleien, da c’houlenn diganto kuzul evit en em dennañ dibec’h euz a-greiz kement-all a draoù fall, ha digas nerzh d’o eneoù evit harpañ ouc’h fallagriezh an droukspered, dislonket gant an ifern da zaoniñ an dud war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.93-94

Gwelloc’h ijin eget nerzh, hoc’h eus klevet meur a wech.

1878
Daveenn : EKG.II p.120

Mar bez mat an digemer, ar geder a zeuio d'ar c'hentañ Gorsedd kuz, hag eno e vezo "goulennet" war hanez, gouiziegezh, hag ijinoù kaer hon Gouenn, hag all, dirak bodadeg ar Poellgor a-gevret.

1909
Daveenn : REZI p. 13

Gra diouzh en em harpañ warnout-te, ha neket war ar re-all, diouzh fiziout ez nerzh, ez strivoù da-unan, ez ijin, ez meiz, ha neket e re da hentez (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.31-32

— Pennek out, mabig, pennek ; imor fall a zo ennout, ijin fall, ’m eus aon. Diwall, mab, diwall, ha dalc’h mat, dindan eñvor, ar c’homzoù fur ac’h an da ziskiñ dit : "Nep na sent ket ouzh ar stur / Ouzh ar « wialenn » a raio sur !"

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Pedet e vez gant ar vrezelourien kent mont d’an emgann, gant ar varnerien kent diskuliañ o barnadenn, gant ar vicherourien kent deraouiñ o labour, gant an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displegañ o ijin, gant ar vezeged dirak gwele ar glañvourien, gant ar veleien hag al lidlazhourien-sakr en nevedoù, gant an arerien o voulc’hañ irvi hag ar vederien o troc’hañ ed.

1924
Daveenn : SKET.II p.5 (+ p. 147 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 5, lin. 4, lemel ar virgulenn goude « (ar) vrezelourien »").

ijin

1931
Daveenn : VALL pg adresse (ingéniosité), art, artifice

maen-touch ijin

1931
Daveenn : VALL pg aimant (artificiel)

ijin eo a zo ezhomm amañ

1931
Daveenn : VALL pg (c'est ici) affaire (de finesse)

N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned ; an eeunañ eo kemer an anvioù evel ma vezont skrivet er vro, ouzh o eeunañ hervez ijin ar brezhoneg, o lakaat da skouer a-wechoù K e-lec'h C ; OU e-lec'h U ; C'h e-lec'h CH pe Kh rusianek, hag e-lec'h Gh pe Rh arabek : Kotentin -hogen Calais, dre ma rankfed skrivañ Kalaez-, Seine, La Ciotat, Chile, Norge -ha Norvegia, stumm etrevroadel-, Suomi -ha Finland, stumm etrevroadel-, Schelde -an Escaut e galleg, a red e Flandrez dreist-holl-, C'harkov, Astrac'han, C'hadames.

1943
Daveenn : TNKN p8

Evidon-me, en ur welout hag en ur glevout Botrel o kanañ e oan estlammet dirak e ijin hag e lakais em fenn kemerout skouer warnañ mar galljen, en ur vont da ganañ ma sonioù brezhonek ma-unan.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Nann, an traoù-se eo an traoù kentañ a anavezont eus sevenadur an dud wenn, ha drezo eo o deus bet digarez da ober anaoudegezh gant ijin ar re-mañ.

1985
Daveenn : DGBD p64

Daoust ma kemerer abeg hiziv an deiz en doare m'en doa lezet re laosk ar c'habestr war e ijin p'en doa renevezet savadurioù zo - diouzh spered ar mare e oa hag hevelep tamalloù a voe graet da Gervarkêr evit Barzhaz Breizh - e ranker lavarout en doa savetaet meur a savadur a renk kentañ.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Lemet eo bet diwar hor spered trec'hioù dreistordinal ijin Mab-den hag an ijin a-stroll, ar c'henskoazell [genskoazell] e servij gwirioù an dud evit m'az afe an Istor war-raok.

2015
Daveenn : DISENT p11

Notennoù studi

Enlerc'hiet eo bet tamm-ha-tamm ar stumm istorel "Injin", amprestet diwar ar galleg "engin", gant ar stumm modern "Ijin" a zeu war wel evit ar wech kentañ e geriadur Gregor Rostrenenn e 1732 ha pa gendalc'hfe hemañ d'ober dreist-holl gant "injin" c'hoazh. Ar Gonideg e 1850 a veneg c'hoazh an daou stumm met a erbed "ijin" kentoc'h. E Geriadur Vallée e 1931 ne gaver mui nemet "ijin".

Etimologiezh

Stumm emdroet ar ger krennvrezhonek "injin", testeniekaet e 1499, amprestet diwar ar galleg "engin", da dostaast ouzh distagadur ar saozneg "engine".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial