Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Krouiñ udb. nevez. Ar Gall Clément Ader a ijinas ar c'hentañ nijerez. Sinaiz a ijinas ar poultr. DHS. dizoleiñ. 2. Soñjal ober. Lorc'h a oa enni da vezañ ijinet an dro-gamm-se. HS. kavout. 3. Skeudenniñ dre ar spered. Klaskit ijinañ un ti ken bras hag ur c'hastell. Ne c'halle ket spered mab-den dre e faltazi ijinañ euzhusoc'h drailh ha lazhadeg. DHS. empennañ, faltaziañ. HS. imbroudiñ. 4. Sevel - un istor, ur gontadenn, h.a. - en e spered, hep teuler kont ouzh e wirionded. Plijout a rae dezhañ dibunañ fentigelloù ijinet gant unan bennak all. HS. faltaziañ. 5. Itrikañ. Ret e voe dezhi ijinañ un dra bennak evit dont a-benn da gaout pleg warnañ. & Pa oa krak oc'h ijinañ penaos dont a-benn d'o lazhañ holl.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

ijinaet

1850
Daveenn : GON.II pg ijinaat, iñjinaat

ijinaat a ray gant an oad

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ijinaat, iñjinaat

ijinaat

1850
Daveenn : GON.II pg gwénaat, ijinaat, iñjinaat

ijinañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ijina

ijinet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ijina

ijinaet

1850
Daveenn : GON.II pg ijinaat, iñjinaat

Eñ eo a savas ar gentañ forniez-teuziñ-metaloù hag a ijinas ar c’hentañ teuzlestr (2).

1923
Daveenn : SKET p.56

Brakiaka, e vreur, eo a ijinas aozañ greun heiz d’ober bier.

1923
Daveenn : SKET p.49

Ijinañ a reas ar skoed hag an arouezintioù-brezel hag e savas reolennoù kentañ ar benngadouriezh hag ar brezelekaerezh.

1923
Daveenn : SKET p.54

ijinañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')aviser

An aotrou Bouder en doa ijinet div jahinerez nevez.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

evit gwir, n'eo ket ar pezh a ijinit ; n'eo ken grevus a se ; ha mar gellan ho frealziñ, e lavarin deoc'h un dra : an dizober eus Mr Hyde a'm eus pa fell din."

2012
Daveenn : DJHMH p34

An arz gotek 'zo ur grouadenn a Vro-C'hall, ijinet e-tro ar bloavezhioù 1140 e chantele iliz abati Sant-Denez, harp e Pariz, diwar elfennoù amprestet amañ hag ahont, e meur a vro, eus ar bed saoz-ha-norman betek ar broioù arab.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p8 (YF Dupuy)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial