Dezverkoù all

Stankter implij : 

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

iliz-parrez

1732
Daveenn : GReg pg eglise (parroissiale), (qui a des filles , ou des succursales)

ilizoù-parrez, ilizioù-parrez

1732
Daveenn : GReg pg eglise (parroissiale)

Hag en ur sellet ouc’h bourk Plouenan : — Kenavezo va iliz-parrez ! Ennoc’h on bet badezet, ennoc’h em eus graet va fask kentañ !

1878
Daveenn : EKG.II p.287-288

Ul labour start am boa da voulc’hañ er mare-se : kemenn da Soaz Sapeur e tleje dougen kañv d’an holl gestell savet ganti el loar a-zivout dazont he mab-bihan, peogwir ne vanje ket hemañ da vevañ daveti e skeud hec’h iliz[-]parrez, rak n’eo ket hepken da Briel e troje kein, met ivez da Vreizh, ha zoken da Vro-C’hall, evit skampañ – ar c’honifl anezhañ – da Voskov, e Rusia, ur vro n’he devoa tanfoeltr biskoazh klevet ober anv diouti.

1955
Daveenn : VBRU p.1-2

Ur person ivez pa vo lec'h da envel Izili ar C'huzul-kanton, ' ray heñvel, Hag en iliz-parrez, ' raok an oferenn-bred, Dezho, 'vit an dra, en em vodañ, ' vo ret. Hag ar c'hevezer en devo bet an trec'h Er barrez diberson ' gemero al lec'h.

1960
Daveenn : PETO p16

A-zehoù d’ar presbital ha d’ar porzh, an iliz-parrez e-kreiz ar vered.

1960
Daveenn : PETO p27

Anavezet mat eo pouez an eil prantad-se war arz an ilizoù parrez hag ar chapelioù e bro-Gernev.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p17 (YF Dupuy)

Ofis publik ar brezhoneg