Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Bras e vrud hag enorus. Ober a reas evel m'en doa graet e dad illur. Relegoù illur ar sent. DHS. flamm. HS. glorius. 2. (db. al lec'hioù) Brudet-kaer. Ur gêr illur dre ar reuzioù c'hoarvezet enni. HS. hollvrudet.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Emskiant o broadelezh hag o Galvedigezh a bobl eo a renas hon Tadoù p’o deus, a-ziwar an disterañ hadenn, astennet a-us d’ar bed-holl skourroù ar Vroad Illur, gouez dezho, da lavarout eo Broad hollvrudet ar Gelted kozh.

1923
Daveenn : SKET p.6

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

E-kreiz noz, diouzh m’emañ brud, pa vez an oabl o hinoniñ hag al loar o skediñ en neñv, e teu an anaon illur sebeliet eno er-maez eus o bezioù da analat ar gouyender dindan an amzer splann ; azezañ a reont a-strolladoù war gern ar c’hrugelloù hag e kenbrezegont laouen en ur arvestiñ ouzh an neñv hag ouzh ar mor (2).

1923
Daveenn : SKET p.130

illur [...] (krennvrezhoneg ; kembraeg "eglur").

1923
Daveenn : SKET p.182, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Brillant, glorieux, illustre".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial