Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Rannañ udb. etre ur strollad tud o reiñ an hevelep kementad da bep hini. Piv a ingalo an arc'hant ? & Dre ast. Rannañ. 2. Skignañ udb. e-touez an dud. Ingalañ traktoù war ar straed. 3. Dasparzhañ (tud) en ul lec'h bnk. Ingalañ soudarded dre gêr. Ingalañ a ra e dud war an hentoù. B. 1. Ratreañ. Pa vo ingalet an hent e vo brav dimp tremen dre eno. An ti-se pa vo ingalet a vo brav. & Dre skeud. Plaenaat ur gudenn. Ret e vo ingalañ an traoù. 2. Kempenn, fichañ. Honnezh a oar ingalañ he blev. & Lakaat (udb.) da vezañ plaen, kempouez. Ingalañ un dachenn. 3. Melestriñ, merañ. Ingalañ ur vro, ur gumun. II. V. kenem. Dre skeud., pemdez EN EM INGALAÑ : en em renkañ, en em glevet gant ub. En em ingalañ a raemp mat. Ni en em ingalo evit paeañ ar frejoù.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

egalañ

1499
Daveenn : LVBCA p67 (egaler, faire pareill)

ingaliñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg egaler

ingalet

1732
Daveenn : GReg pg ajuster, applanir, cotiser

ingaliñ

1732
Daveenn : GReg pg ajuster, applanir

ingaliñ ur somm entre pep hini eus ar re a dle he faeañ boutin

1732
Daveenn : GReg pg cotiser (marquer à chacun ce qu'il doit payer d'une somme commune)

egaliñ

1732
Daveenn : GReg pg égaler

ingaliñ un taos

1732
Daveenn : GReg pg asseoir (une taxe)

ingaliñ ar rannoù

1732
Daveenn : GReg pg égaliser

linenn e kreiz an oabl, pehini a zeu da ingaliñ an deiz d'an noz

1732
Daveenn : GReg pg equateur (cercle de la Sphere également distant des deux poles, & qui marque le chemin du Soleil au jours des équinoxes)

ingaliñ un dra all

1732
Daveenn : GReg pg équipoller (à quelque chose)

ingalañ teil

1732
Daveenn : GReg pg fumier (Mettre le fumier par petits monceaux de distance en distance sur le champ, Leon, & ailleurs.)

ingalet teil

1732
Daveenn : GReg pg fumier (Mettre le fumier par petits monceaux de distance en distance sur le champ, Leon, & ailleurs, pp.)

ingalañ

1732
Daveenn : GReg pg (rendre) égal, égaler

ingaliñ

1732
Daveenn : GReg pg (rendre) égal, égaler

ingalet

1732
Daveenn : GReg pg (rendre) égal, égaler

ingaliñ

1732
Daveenn : GReg pg égaler

en el ingaliñ d'ar re all

1732
Daveenn : GReg pg (s') égaler (aux autres)

ingalañ

1909
Daveenn : BROU p. 389 (égaliser. Se dit aussi pour : répartir, distribuer)

N'eo ket ingalet eta an islonkoù dre ar meurvorioù.

1943
Daveenn : TNKN p86

Muzuliañ hag ingaliñ a reas pep tra, evit espern d'e wreg an disterañ nec'hamant gant e interamant.

1944
Daveenn : EURW.1 p.138

Setu ar paradoks brudet lakaet war wel gant Noam Chomsky : ken digempouez ha ken direizh eo ar mod m'eo ingalet ar pinvidigezhioù e demokratelezhioù ar marc'had evel en diktatourezhioù.

2015
Daveenn : DISENT p133

Da bep hini e labour: distaliañ ar panelloù divrezhonek, tennañ poltredoù, ingalañ traktoù...

2015
Daveenn : DISENT p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial