Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Rag. dizalc'h 1. Rag. gour ren (dirak ur v. er st. kad.) Raganv ren an trede gour lies. Int a gendalc'ho gant al labour-se. 2. G. pouez. toniet (dirak. ur v. er st. nac'h pe goude ur v.) Ger a greñva merk an trede gour lies. Int ne roint ket skoaz dimp. Amzer o deus, int. 3. Raganv a verk, e meur a zegouezh, an trede gour lies. Setu int o tont. Studiet o deus ar gudenn-se, Alan hag int. Int pe o zud eo a gasin da Naoned warc'hoazh ? & Int o-unan : int end-eeun. Int o-unan o deus lavaret e oant laouen. & (kreñvaet gant ar rag. gour i) Int-i eo zo mistri al lezenn. P'o deus roet o ali, int-i a vo divlam, n'eus forzh petra a errufe goude-se. II. Rag. gour renet (goude ur v. en doare-gourc'h. er st. kad. ; goude furmoù displeget ar v. skoazell endevout) Harzit int ! Kredet em eus int. Bez' em boa int lennet. Ne'c'h eus ket int desket. HS. anezho, o.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

int eo

1732
Daveenn : GReg pg ce (sont eux : ce sont elles)

entre eñ, hag int

1732
Daveenn : GReg pg entre (lui & eux, entre lui & elles)

a-ziavéaz int

1850
Daveenn : GON.II pg a-ziavéaz

an atahinourion n'int karet get den

1850
Daveenn : GON.II pg atahinour

Kement hini zo er barrouz, zo kapapl da ober kement hag int.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Kerkent ha ma teue kentañ skleur an tarzh-deiz da c’houlaouiñ an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spes ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedoù bras.

1923
Daveenn : SKET p.60

Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.

1923
Daveenn : SKET p.75

Int-i eo, dre o nerzh-kalon, o lealded, o gred, dre zoujañ al Lezenn, karout al Lezenn, meizañ al Lezenn, a zalc’h hor Gouenn bev-buhezek a-dreuz da oadvezhioù ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.81

Pep a vloaz n’oa ken etrezo, hag int ker skiantek ha ker skiantek, ker fur ha ker fur, ker kaer ha ker kaer.

1923
Daveenn : SKET p.98

Mont en unan eus al logelloù a rejont ha kemerout enni kelornioù, hag int da c’horo saout.

1924
Daveenn : SKET.II p.76

Tennet o botoù gant ar baotred, hag int er sal.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Treuzet gante aod Lokireg, savet gante torrod an Arvor, setu int dirak al Lev-Draezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

"Leusk-int ganin", a lavare a-zivout goaperien ar Vretoned, "sell amañ penaos e rin-me dezho".

1944
Daveenn : EURW.1 p.142

Ar baotred a lakaas ar gordenn war o skoaz hag int sachañ ha sachañ start, rak ar vag a oa pounner-kenañ.

1944
Daveenn : ATST p.107

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial