Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Pezh zo emsav, talvoudus d'an den. Redek war-lerc'h an disterañ interest hag an disterañ gounidigezh. Bezañ aketus eus e interest. & Trl. Labourat gant interest : klask labourat en un doare spletus en ur zispign hag en ur foranañ an nebeutañ ar gwellañ. HS. laz. 2. Kampi. Hennezh en deus arc'hant o c'hounit interest. & [1732] Reiñ, prestañ arc'hant war interest : o reiñ, o frestañ war gampi. & Kemer arc'hant diwar, àr interest : o c'hemer war gampi. HS. mad. II. Dre ast. Kaout interest da ober udb. : bezañ dezhañ un dra vat e ober. Interest ac'h eus da chom tost.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

reiñ arc'hant war interest

1732
Daveenn : GReg pg (donner ou prêter de l') argent (à interêt)

Ar re-se a gav gwelloc'h difenn interestoù ar c'hompagnunezhioù bras hag al louzerien, e-lec'h difenn labourerien Vreizh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

N'eus ket tu da gomz deus disenterezh keodedel pa vez difennet un dra a denn da interest ar stourmerien nemetken.

2015
Daveenn : DISENT p49

Kanañ a reont luganoù spontus evit diskuliañ interestoù pizh, mantrus pe droch an dud-se.

2015
Daveenn : DISENT p111

Peseurt plas reiñ d'ar mediaoù all, pe vefent prevez pe foran, ha d'o ajañsoù hag a zo hualet evelte -abalamour da insterestoù politikel pe ekonomikel- ?

2015
Daveenn : DISENT p117

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial