Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. GWECHALL Maouez eus an noblañs, gwreg un aotrou, un den a lignez uhel. Un itron vras. Itron ar c'hastell. 2. Dre ast. Maouez zo uhel he dere. Itron ar maner. He mamm zo un itron. Eno e oa itronezed koant. & Trl. Bezañ gwisket en un itron : evel un itron. & Ober un itron gant ur vaouez bnk. : he lakaat, dre e gomzoù pe e emzalc'h, e par an dud zo uhel o dere. 3. Lesanv a ro ar mitizhien d'ar vaouez a labouront eviti. Lezet eo bet da vont gant an itron. B. (enebet ouzh dimezell) Maouez, plac'h dimezet, bet dimezet pe en oad da vezañ dimezet. An itron he deus ganet daou vugel. C. Diw. vousgoap pe dre zismeg Maouez cheuc'h, otus. Un itron vras, vrav, gaer. Ur gwall itron. & Trl. Un itron kouezhet eus, diwar lost ar c'harr : kouezhet en ur renk izel-kenañ. II. (dirak ur spizer, anezhañ un anv divoutin, ul lesanv, un anv karg pe vicher) A. (goude ar gm. s.) 1. Lesanv a roer d'ar maouezed nobl, da wragez an aotrounez. An itron Tonkedeg. 2. Lesanv a roer d'ar maouezed zo uhel o dere. 3. (dirak un anv-tiegezh, hep gm. e deroù an anv-se) Lesanv a roer dre sevended d'ur vaouez dimezet. An itron Saoz. 4. Lesanv a lakaer dre sevended dirak anv ur garg dalc'het gant ur vaouez, ur vicher a bleustr ur vaouez warni. An itron renerez. 5. (gant ur bennlizherenn-dal) An Itron Varia : ar Werc'hez Vari. Iliz an Itron Varia. [1949] Tronañ a rae enni Itron Varia ar Rozera. & (dirak anv al lec'h ma vez azeulet ar Werc'hez Vari pe dirak anv ur vadelezh a roer dezhi) Itron Varia Rumengol. An Itron Varia a Wir Sikour. 6. Lesanv a lakaer dre azaouez dirak anv ur santez. Itron santez Katell. B. (hep ar gm. dirazañ, er vokativ, gant ur bennlizherenn-dal) 1. Ger seven a reer gantañ evit komz ouzh ur vaouez. Itron Gwazdoue, penaos emañ ar bed ? & Ent krenn Ger seven a reer gantañ da gomz ouzh ur vaouez n'ouzer ket he anv. 2. Ger a reer gantañ dre azaouez pa gomzer ouzh ar Werc'hez Vari, ar santezed. Itron Varia, pedit evidomp... Itron santez Anna...

Skouerioù istorel : 
56
Kuzhat roll ar skouerioù

itron

1499
Daveenn : LVBCA p104 (dame)

Goude ma he devoe an itron Sanktez Katell disputet ouzh an vistri ha[g e voe] konfondet ganti[,] dre rezonoù evidant[,] o holl idoloù ha doueoù ez vihont-holl abaiset, hevelep na ouizient petra o devoe da lavaret ha ma tavezont evel tud vut[.]

1576
Daveenn : Cath p13-14

[«]Mar kerez ez vizi an eil itron war-lerc'h an rouanez em falez, ha davantaj, me a ray lakaat da imaj e-kreiz ma falez, evit maz vezo gant enor adeulet evel un doueez gant ma holl fobl[.»]

1576
Daveenn : Cath p16

Amañ ez tezraou buhez an itron sanktez Katell[,] gwerc'hez ha merzherez[,] en Brezhoneg nevez-Imprimet, e Kuburien, evit Bernard de Leau, peheni a chom e Montrolez, war [ar] pont Bouret : en bloaz M.D.LXXVI. [1576]

1576
Daveenn : Cath p1

20. Ha pan deuy monet a'n bed-mañ, / Grit d'hon Anaon, Itron c'hlan, / Monet sasun gwitibunan / D'an Baradoz[,] d'an repozvan.

1622
Daveenn : Do. p64

Imprimit-chwi ar goulioù, / Ma itron en hor c'halonoù, / Hag ar basion vras hag ar gloazioù / [ma vent] Dirak bepred hor speredoù.

1622
Daveenn : Do. p62

itronezed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dame

itronezed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg itronneset

itron

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dame

an itron ar veliez

1732
Daveenn : GReg pg (la femme du) Bailli

an intron ar varounez

1732
Daveenn : GReg pg (madame la) baronne

intron diwar ar maez

1732
Daveenn : GReg pg campagnarde

intronezed diwar ar maez

1732
Daveenn : GReg pg campagnarde

merzherinti an Intron Varia

1732
Daveenn : GReg pg (la) compassion (de la très-Sainte Vierge)

itron

1732
Daveenn : GReg pg dame (femme d'un gentilhomme)

itronezed

1732
Daveenn : GReg pg dame (femme d'un gentilhomme)

itron

1732
Daveenn : GReg pg dame (femme d'un gentilhomme), femme (de condition, Dame)

intronezed

1732
Daveenn : GReg pg dame (femme d'un gentilhomme)

An Itron Varia

1732
Daveenn : GReg pg (nôtre) Dame (la Sainte Vierge)

An Itron Varia a sklaerded

1732
Daveenn : GReg pg (nôtre) Dame (de la Clarté)

An Itron Varia a Joa

1732
Daveenn : GReg pg (nôtre) Dame (de Liesse, la Visitation)

An Itron Varia a wir sikour

1732
Daveenn : GReg pg (nôtre) Dame (de Bon-Secours)

An Intron Varia a zilivrañs en Ormandi, tost d'ar gêr a Gaen

1732
Daveenn : GReg pg (Notre-Dame de la delivrande, ou de) delivrance

itron

1732
Daveenn : GReg pg demoiselle

itronezed

1732
Daveenn : GReg pg demoiselle

itron

1732
Daveenn : GReg pg mademoiselle

itronez, itronezed

1732
Daveenn : GReg pg femme (de condition, Dame. äls)

itron

1850
Daveenn : GON.II pg itrôn, itroun

itronezed

1850
Daveenn : GON.II pg itrôn, itroun

itronezed

1850
Daveenn : GON.II pg itrôn, itroun

it da gomzañ gant an itron

1850
Daveenn : GON.II pg itrôn, itroun

itron

1850
Daveenn : GON.II pg itrôn, itroun

an Itron-Varia

1850
Daveenn : GON.II pg itrôn, itroun

Goude-se e voent troet e gregach gant Ezop, e latin, gant Faedr, e brezhoneg kozh gant sant Kadoù, e galleg kozh gant un itron a reer Mari a Vro-C'hall anezhi, e galleg nevez gant Yann ar Feunteun, ar barzh brudet, hag en diwezh, en hon amzer-ni, e brezhoneg adarre, gant Rikoù ha gant an aotrou Gwezbriant

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Evel-se ez eo bet kollet / Darn tiadoù tudjentiled, / Tudjentiled ha rouanez / Kouezhet maner kaer o furnezh, / Dre ma kredent ne voa dereat / D'ur vamm itron bezañ mamm vat, / Magañ he mab, he merc'h vihan, / Koll he gened, kaout re a boan, / Bezañ evel ur vamm-diegezh.

1867
Daveenn : MGK p136-137

N’eus forzh penaos, an Aotrou de la Marche a dec’has da vihanañ, rak n’en doa ket a c’hoant e vije skuilhet evitañ ur berad zoken eus a [w]ad e vugale, hag a yeas da guzhet da di an Itron Jegou du Laz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

« Itron Gwir-sikour, c’hwi hor Mamm, / » Hor patronez mat a Wengamp / » Taolit evezh en hanv Doue / » War Tregeriz, va bugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.26

E c’hwreg, an Itron Feburier, a yoa e prenestr he zi o sellet outañ, ha n’oa ket evit tennañ e daoulagad diwarnañ. Petra a yae dre he c’halon o welet, er c’hiz-se, he fried war-var da vezañ lazhet ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.185

Petra a welis neuze ? O ! ur ranngalon e oa ! Gwele Herve, a yoa e-kichen an aoled, a yoa divarc’het ; arbel Katell Eukat a yoa diskolpet a daolioù bouc’hal ; an dilhad a yoa stlapet amañ hag ahont dre al leur-zi ; ur grusifi eus ar re vravañ, he doa bet Katell, pa zimezas, digant itron gozh maner Mailhe, a yoa aet kuit...

1878
Daveenn : EKG.II p.42

An aotrou hag an itron a rae eno o ziegezh gant o daou vugel e-pad an hañv ; deut ar goañv ec’h aent da gastell Tremedern, en koadoù bras ar Jaou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

An Itron a gasas he matezh da di Izabel da c’houlenn keloù eus ar paotr : plac’hig kuñv ha trugarezus, itron ar c’hastell.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1092 (Here 1924).

An itron yaouank, an aelig Doue, he deus doñveet anezhañ, pleget un tammig e imor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.978 (Even 1924)

Pedet int holl da zont da valarjezañ ha da zigas gante o filligoù arem, o zaboulinoù, o c’herniel-boud, o binioù hag o bombardoù, evit enoriñ an aotrou hag an itron nevez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.156

— Pet vloaz ec’h eus-te, Katellig ? Homañ, e biz-yod ganti siket en he fri, gir ne ranne. — Eizh vloaz, itron, eme Bilzig. — Eizh vloaz. Yaouankoc’h eget va merc’h…

1925
Daveenn : BILZ2 p.118

— Kae, Mad[a]len, da lavaret d’an itron dont amañ buan ha buan !

1925
Daveenn : BILZ2 p.119

Hag ar baotrezig dihunet a sellas. Hag en traoñ ar pazennoù e weljont un aotrou hag un itron. Un aotrou hag un itron d’ar c’houlz-se eus an noz ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.125

Ur wech pe div, pep sizhun, e veze pedet da leinañ eus [ouzh] taol an itronezed.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

Itron e vo Janedig !… Ha kaer o deus lavaret penaos an itron gozh a zo gwall gazus, tost, ken tost ken he dije touzet kein ul laouenn-dar, lavaret penaos ar marc’heg, goude marv e vamm, ac’h aio adarre da redek e reuz da Vontroulez, da Roazhon ha da Bariz — da c’hortoz, itron e vo Janedig, en karroñs ec’h aio Janedig, ha, n’eus forzh petra a c’hoarvezo, pemzek kant skoed leve he devo.

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

An trede ti-annez a zo puchet un tammig izeloc'h eget Liorzh an Itron, war hent ar Vilin-Nevez.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

E Gwengamp, ne veze gwelet nemet mammoù gant koefoù ; amañ ne welen nemet mammoù itronezed.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

E-pad ar vakañsoù bras, ma zud ha me a veze pedet gant an aotrou Loeiz Ar Braz, abienner e Gwengamp, hag e itron, da dremen div sizhun e ribl ar mor, a-gevret ganto.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

Goude-se, an itron Mège a bede ur bern tud da zont da dañva kig an houidi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.89

— « Me eo ar Superior, Itron, emezañ d'am mamm, Chaloni Cotentin.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Harp ouzh spled-houarn ur chapel-gostez, - tronañ a rae enni Itron[-]Varia ar Rozera, fichet kran en he sae hir voulouz mouk-, edo daoulinet ur vaouez du-wisket, o pediñ, stouet e fenn ganti.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Ma soñj kentañ, ez eo deuet Katerina, a ziskouez bezañ gaou rak en em gavout a ran dirak an itron Likomitrou, a zo o chom er solieradur dindan.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial