Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doare gavotenn a zañser drant ha prim. Dañsal ar jabadao. 2. Cholori, tousmac'h. Graet e vo cholori ha jabadao d'an daou bried nevez. Razhed oc'h ober jabadao e-barzh ur gambr. [1924] Neuze ho pije bet klevet kaerañ jolori ha jabadao a zo bet biskoazh klevet, en Breizh-Izel, entre Montroulez ha Lannuon.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar jabadao a rae ar chouanted oc’h aozañ o c’hoan a laka e galon da grenañ, e benn da voudinellat hag e zent da s[t]lakal ; stanket eo toull e c’houzoug, ne c’hell ken tennañ e alan...

1877
Daveenn : EKG.I. p.126

Eno e voe ur jabadao ker gwazh ma n’o deus biskoazh paotred ar sabad graet kemend-all. Traonien Pont-Eon a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.

1878
Daveenn : EKG.II p.147

War-dro div eur e klefjemp youc’herezh, cholori ha jabadao war-dro ar Vengleuz.

1878
Daveenn : EKG.II p.15

Neuze ho pije bet klevet kaerañ jolori ha jabadao a zo bet biskoazh klevet, en Breizh-Izel, entre Montroulez ha Lannuon.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

— An eured a vo lidet an dek a viz Meurzh. — An dek a viz Meurzh ?… Malarje ! eme Bilzig. Malarje !… Jolori ha jabadao a vo graet d’an daou bried nevez. Ret e vo ivez ober dezhi ur son. Holl dud ar barroz he diskiñ evit he c’hanañ dezhi, da zevezh he eured.

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

E anv [titl al levr] a oa Bombard Kerne, Jabadao ha Kaniri.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Ar Bed a zo anezhañ ur «fandango »... pe ur jabadao, ha neb ne zañs ket a zo ur genaoueg. Ole !...

1949
Daveenn : SIZH p.66

- Du-mañ ivez, ez eus biniawoù, eme ar breur Arturo, heñvel mat o son ouzh hini ar gaita. Nemet sartoc'h int, ha lakaat a reont Breizhiz da gas ar jabadao en-dro...

1949
Daveenn : SIZH p.65

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial