Lod a rae van da vont d’ar goueled, lod all a bigne war gern ar c’hoummoù-mor ; a-wechoù div vag, harp-ouc’h-harp, n’en em welent ket zoken, ha koulskoude ar c’han hag an diskan a yae a-unan pep hini d’e boent, rak a-galon e kane an holl, ha ker brav ez aent evel pa vijent bet o kanañ en iliz Sant-Jakez, e Perroz.
Báli S. Jakez
Ma ne oa ket aet holl barrez Lotei da Garreg-al-Louarn, e oa aet di evelato kalz a dud eus Lotei : Yann Tarkiz, eus Toull-ar-Broc’h, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, Miliner, eus Toull-ar-Vouezh, Lan ar C’hariou, eus Troboa, Jakez Riou, eus Pennavern, Herveig Mazeaz, eus Kervetouz hag ur bern paotred all.