Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (gant ur v. en amzer-vremañ en e stumm nac'h) Nep gwech, e nep mare. Al labourer ne chom james da baouez. James ne zigoran ma genoù da glemm. & Tr. adv. James ebet : troienn a implijer da greñvaat an nac'h. HS. kammed, morse, nepred. ES. atav, bepred, dalbezh, dalc'hmat. 2. Dre ast. (gant ur v. en amzer-da-zont en e st. nac'h) Nep gwech, e nep mare. Ar barrez-mañ, james ne vo nemet ruz ! & Tr. adv. Biken james : troienn a implijer da greñvaat an nac'h en dazont. & Tr. adv. Da james : da viken. Ro viot meulet da james. HS. biken, birviken. ES. atav, dalc'hmat. 3. A-wechoù (gant ur v. en amzer-dremenet en e st. nac'h) Nep gwech, e nep mare. James ne'm boa klevet se. & Biskoazh james : troienn a implijer da greñvaat an nac'h en tremened. HS. biskoazh. ES. atav, bepred, dalc'hmat. II. Impl. da ak. 1. Trl. Ur james : pell amzer. Daonet on evit ur james ! 2. N'eus james ebet : n'eus tra na c'hallfe bezañ sevenet deiz pe zeiz.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

20. D'ar fin, pa rentin va ene, / da'm Aotrou JEZUZ, ma Doue, / Grit din pignat d'ar baradoz, / Da veuliñ Doue da james.

1677
Daveenn : Do. p70

Neuze ar gwaz a laka ar walenn-se war biz ar vaouez, evit ma ouezo-hi kerkoulz penaos ne dle james he c'halon kaout afeksion evit den all ebet endra vevo war an douar an hini ma teu hor Salver eus e reiñ dezhi.

1727
Daveenn : IN p336

ne finvezo james-birviken

1732
Daveenn : GReg pg eternel (qui n'aura jamais de fin)

Bep mintin ha bep noz ez ea Klaodina he-unan, pe Job a-wechoù, mes james den all ebet, da gas dezhañ e damm bara pe e vanne soubenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

Her gouzout a rit kerkoulz ha me, tud difeiz ne droont james kein da ijin ebet, mat pe fall, evit dont a benn eus o zaol : pep hent a zo mat dezho gant ma c’hellint "tapout" o c’hrog.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3-4

— Mat [e] livirit, deomp kuit. Ha c’hwi o pije biken kredet en divije gellet skiant un den hunvreal traoù ker sot ? — Birviken james.

1877
Daveenn : EKG.I. p.180

— Gwe... gwe... gwell a se. Ha c’hwi, tu... tu... tud yaouank, na ankou... kou... kounac’hait james an Aotrou Doue, na... na... nag an Aotrou Krist binniget, na... na... nag ar Werc’hez Vari.

1877
Daveenn : EKG.I. p.182

Roet en deus da bep hini e skiant hag e benn ; mat, da Yann Pennorz en deus roet ur penn kalet, ne zigaloneka james.

1878
Daveenn : EKG.II p.122

Kalon ur Breizhad a c’hell bezañ ankeniet, glac’haret, brevet ; mes ne vez james diskaret ; e feiz hen dalc’h en e sav en ur ziskouez dezhañ an neñv, el lec’h m’emañ e vro.

1878
Daveenn : EKG.II p.172

Ar pezh a livirit a vezo graet, Aotrou de Kerbalaneg [sic], ha skouarn ar c’had ned eo bet james tanavoc’h eget na vezo va skouarn-me fenoz.

1878
Daveenn : EKG.II p.114

biskoazh-james, biken-james

1909
Daveenn : BROU p. 437 (jamais. Ce mot s'emploie comme réduplicatif)

Ha satanazet ne vo ket va zi-forn… james-biken ! pe gwazh a se evit an diaoul, hein ! »

1944
Daveenn : ATST p.90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial