1. [1499, 1699, 1850, 1985] Roudenn hir ha don a zigorer en douar labouret gant un arar, ur varr, h.a.
[1699] Anchoù etre an irvi.
[1850] Grit un ant evit herzel ouc'h an tan. [1850] Re zon eo graet an ant ganeoc'h.
[1985] Al lodennoù blotañ a deuz en dour, hag e kaver evel-se kribelloù lemm (a vez graet lapiez anezho gant an douaroniourien) etre antoù don.
&
Tr.
[1931] Ant pal : ant bet graet gant ar bal.
&
Trl. skeud.
Na gaout nag erv nag ant : na gaout netra ebet.
HS. erv.
2. Dre ast.
[1499] Roudenn, garan.
Ar c'hi a lezas daou ant bihan war e lerc'h en traezh.
3. Dre ast.
[1850] Roufenn.
[1850] Goloet eo e dal gant an antoù. [1850] Goloet eo e dal gant an anchoù.
4. Ant-douaroù : sanig dour.